Mont d’an endalc’had

Pomerania

Eus Wikipedia
Arvor ar Mor Baltel, gant an harzoù hag ar bevennoù melestradurel a zo bremañ
Dugelezh Pomerania er XVIIvet kantved

Pomerania (Pommern en alamaneg, Pomorze e poloneg) zo ur rannvro istorel en hanternoz Alamagn ha Polonia a-hed ar Mor Baltel, en daou du d'ar stêr Oder. Dont a ra an anv eus an anv slavek kozh po more = "arvor" (stummet evel an anv brezhonek eo an anv slavek, gant ur rakger po dirak an anv more, "mor").

Er Grennamzer e voe savet un dugelezh a voe tro-ha-tro en Impalaeriezh Santel Roman, e dalc'h Danmark, Polonia pe Sveden. Tamm-ha-tamm e voe staget ouzh Prusia. Etre 1816 ha 1945 e oa Pomerania ur broviñs eus Prusia.

Hiziv an deiz ez eo rannet ar rannvro istorel-se e meur a lodenn.

  • Er c'hornôg : ul lodenn eus Alamagn eo Vorpommern ("Rakpomerania") pe Westpommern ("Pomerania ar C'hornôg"). Emañ e stad Mecklenburg-Vorpommern. Ul lodenn vat eus ar vroig-se a oa e dalc'h Sveden etre 1648 ha 1815, hag abalamour da se e oa anvet "Pomerania svedat".
  • Er reter : ul lodenn eus Polonia eo al lodenn-se bremañ. Anvet e vez Hinterpommern ("Drekpomerania") pe Ostpommern ("Pomerania ar Reter") en alamaneg, Pomorze hepken e poloneg. Rannet eo etre teir rannvro velestradurel :
    • Województwo zachodniopomorskie ("Voivodiezh Pomerania ar c'hornôg"), ar pellañ er c'hornôg ;
    • Województwo pomorskie ("Voivodiezh Pomerania"), er reter ;
    • Województwo kujawsko-pomorskie ("Voivodiezh Kuyavia-Pomerania") en douaroù.