Stralsund
Stralsund (distaget [ˈʃtʁaːlzʊnt] en alamaneg) zo ur gêr eus hanternoz Alamagn, e stad Mecklenburg-Vorpommern. Emañ en arvor ar Mor Baltel, war ribl ur strizh-mor anvet Strelasund hag a zisparti enez Rügen diouzh an douar-bras. Liammet eo Stralsund ouzh Rügen war-bouez ur pont anvet Rügendamm, savet e 1936.
Ur gêr gozh eo, savet er bloavezh 1234. Er Grennamzer e oa unan eus kêrioù an Hansa, kevre kenwerzhel hanternoz Alamagn. Abalamour da se e voe lakaet kreiz kêr Stralsund war roll lec’hiennoù ar Glad bedel gant UNESCO e 2002, a-gevret gant Wismar.
Annezet eo gant 57 000 a dud (e 2012). Bevañ a ra tud Stralsund diwar greanterezh ar sevel listri, ar peskerezh ha, muioc’h-mui diwar an touristerezh hag ar servijoù.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Stralsund gant :
- Kiel (Alamagn) abaoe 1987
- Trelleborg (Sveden) abaoe 2000
- Ventspils (Latvia) abaoe 1987
- Malmö (Sveden) abaoe 1991
- Pori (Finland) abaoe 1968
- Svendborg (Danmark) abaoe 1992
- Stargard Szczeciński ( Polonia) abaoe 1987
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|