Mont d’an endalc’had

Rügen

Eus Wikipedia
Kartenn eus Mecklenburg-Vorpommern, gant enez Rügen merket e liv.
An aod e Rügen.
Tornaodoù kleiz Jasmund.
An tornaodoù kleiz,
livet gant Caspar David Friedrich.

Rügen (distaget [ˈʁyːgən] en alamaneg) zo un enezenn er Mor Baltel, war aod biz Alamagn. Enezenn vrasañ Alamagn eo. En em astenn a ra war 926 km² ha poblet eo gant war-dro 77 000 a dud (e 2006). Bergen auf Rügen eo ar gêr vrasañ, hag enni 14 240 annezad (e 2011). Un darn eo an enez eus Landkreis Vorpommern-Rügen.

Abaoe 1936 eo staget ouzh an douar-bras dre ur chaoser 2,5 kilometr hed anvet Rügendamm, hag en em astenn etre kêr Stralsund war an douar-bras hag an enezenn. Etre 2004 ha 2007 e oa bet savet ur pont all, ar Rügenbrücke pe Strelasundbrücke, da dreuziñ ar vrec'h-vor. Gant bagoù e c'haller mont eus Rügen da dTrelleborg e Sveden ha Klaipėda e Lituania.

Pell zo eo brudet kouronkoù hag aodoù Rügen (dreist-holl tornaodoù kleiz ledenez Jasmund a voe taolennet gant al livour Caspar David Friedrich). Hiziv ez eo al lec'h eus Alamagn a zegemer ar muiañ a douristed e-pad an hañv.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.