Kastell Wartburg
Kastell Wartburg (Die Wartburg en alamaneg) zo ur c'hastell en Alamagn, e stad Thüringen.
Pintet eo war ur vri, dreist kêr Eisenach, war lez Koadeg Thüringen. Savet e voe war-dro ar bloavezh 1067 gant ar c’hont Ludwig der Springer (Loeiz al Lammer) hag abaoe 1999 eo bet lakaet war roll Lec’hiennoù ar Glad Bedel gant UNESCO.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammet-strizh eo kastell Wartburg ouzh istor politikel ha relijiel ar broioù alaman. Etre 1211 ha 1227 e voe ar briñsez Elesbed Hungaria, a voe lakaet da santez diwezhatoc’h, o chom ennañ. E 1521 ha 1522, Martin Luther, ar manac’h gwallgaset en abeg d’e vennozhioù protestant, a vevas kuzhet er c’hastell, dindan an anv "Junger Jörg" hag ennañ e troas, e-korf 11 sizhun, an Testamant Nevez en alamaneg, ar pezh a voe diazez ur patrom yezh unvan evit an alamanegerien er c’hantvedoù war-lerc’h. Ar skrivagner Johann Wolfgang von Goethe a reas e annez er c’hastell ivez, er bloavezh 1777. D’an 18 a viz Here 1817 en em vodas strolladoù studierien alaman e kastell Wartburg d’ober ur gouel a-du gant an demokratelezh ha gant unvanidigezh Alamagn : devet e voe ganto arouezioù eus impalaeriezh Napoleon ha levrioù a sellent outo evel levrioù kilstourmerien.
Abalamour d’an holl draoù c’hoarvezet ennañ, e seller ouzh kastell Wartburg evel ur monumant istorel a bouez evit istor Alamagn ha hini ar brotestantiezh. Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e voe kempennet ar c’hastell da glask reiñ dezhañ an neuz en doa er XVIvet kantved.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Kastell Wartburg (en alamaneg hag e saozneg)
- Skeudennoù eus ar c’hastell el lec’hienn historische-orte.de