Weimar

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Weimar en Alamagn
Banniel Weimar
Skoed-ardamez Weimar

Weimar zo ur gêr e land Thüringen, en Alamagn. E 2011 e oa 62 886 a dud o vevañ enni. Lakaet eo kêr war roll glad bedel an Unesco e 1998.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Weimar war lez ar stêr Ilm.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavadennoù an henoniourien o deus diskouezet e oa tud annezet eno da vare Oadvezh ar maen. Er bloavezh 899 e kaver anv en ur skrid eus Wimares, un anv a zle dont eus ar gerioù germanek kozh vih (= santel, sakr) ha mar (= lenn, geun).

E-pad an XVIIIvet kantved e teuas Weimar da vezañ ur greizenn sevenadurel a bouez. Barzhed evel Johann Wolfgang von Goethe, Friedrich Schiller pe Johann Gottfried Herder a oa o vevañ e kêr, kenkoulz ha sonaozourien evel Johann Sebastian Bach, livourien hag arzourien all.

Er bloavezh 1919 e voe embannet Republik Weimar eno, a badas betek 1933. E 1937 e voe savet e-kichen Weimar kamp-bac'h Buchenwald gant an nazied. Eno e varvas war-dro 56 000 den.

Hiziv ez eo Weimar ur greizenn sevenadurel ha touristel a-bouez adarre, gant ur skol-veur, ur c'hoariva, meur a virdi hag ul levraoueg.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Flag of Finland.svg Finland Hämeenlinna 1970
Flag of Germany.svg Alamagn Trier 1987
Flag of Italy.svg Italia Siena 1994
Flag of France.svg Bro-C'hall Blois 1995
Flag of Iran.svg Iran Shiraz 2009
Flag of Poland.svg Polonia Zamość 2012

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.