Léon Blum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Léon Blum bloavezh 1925

Léon Blum a zo bet ganet d'an 9 a viz Ebrel 1872 e Pariz ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 1950 e Jouy-en-Josas a oa ur Politikour sokialour ha den-Stad gall.

Blum a zo bet penn ar rann gall d'an Etrevroadel labourer (SFIO, strollad sokialour), ha prezidant kuzul ar ministred, pe penn ar gouarnamant gall adal ar bloavezh 1936 betek 1937 ha goude-se adal miz Meurzh betek miz Ebrel bloavezh 1938.

Penn gouarnamant ar Republik c'hall da c'hortoz adal miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947, e bodad a vezo e-karg reiñ lañs da ensavadurioù ar pevare Republik.

An adkempennoù a zegaso a vezo reoù araokour war an dachenn sokial (ar vakañsoù gopret, merc'hed er gouarnamant, reduiñ ar prantadoù labour...). Hiziv an deiz c'hoazh ez eo gwelet evel ur penn diaz d'ar sokialouriezh c'hall.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet en ur familh marc'hadourien eus bourc'hizelezh israelat paris, Leon Blum en deus graet studioù a live uhel o deus kaset anezhañ davet ur vicher rannet etre oberezhioù politikel dreist-holl er C'huzul Stad hag oberezhioù lennegel.

E fin an 19vet kantved e krog da stourm evit an SFIO, dont a ra da vezañ ur buruteller anavezet ha labourat a ra gant ar gazetenn L'Humanité. Da heul disparti an tu kleiz e kendalc'h Tours e 1920 gant ar re a felle dezho heuliañ an trede Etrevroadel hag ar re n'o doa ket c'hoant, Léon Blum a zeu e-penn ar strollad sokialour e Kambr an deputeed. Met e-keñver ekonomiezh ha kevredigezh, leon Blum a zo marksour-kenañ. Fellout a ra dezhañ e vefe perc'hennet a-stroll an doareoù produiñ.

E 1936, an talbenn poblek, un emglev sinet etre argomunourien hag ar sokialisted, a c'hounez an dilennadegoù deputeed. Leon Blum a zo a-du da vezañ e penn ar gouarnamant a zeu diouzh drec'hadenn-se.

Eñ eo ar c'hentañ yuzev o vezañ prezidant ar C'huzul. Diwar an orin-se eo taget gant an tu dehou pellañ. Taget eo ivez gant ar gomunourien a rebech dezhañ chom hep sikour republikaned Spagn, met ivez peogwir eo bourc'hiz ha peogwir ne gendalc'h ket gant ar reformiñ evit aesaat buhez al labourerien.

Gantañ eo bet sinet emglev Matignon evit krekiñ eus 10% goproù al labourerien, evit lakaat e plas 2 sizhunvezh koñje gopret hag evit digreskiñ an eurvezhioù labour eus 48e da 40e.

Klasket en deus stourm ouzh Hitler met den n'eus selaouet anezhañ.

Depute adarre e 1940, n'eo ket a-du evit leuskel an holl c'haloudegezhioù da pétain. Barnet eo eta e Riom e 1942 ha kaset d'ur c'hamp kreizenniñ e Buchenwald hag e Dachau.

Dieubet e vo gant gant an amerikaniz. Distreiñ a ra e Frañs ha prezidañ a ra Kuzul an dieubiñ e-pad ur vloavezh met delezel a raio e berzh politikel.