Mont d’an endalc’had

Auto de fé

Eus Wikipedia
Auto de FeFrancisco Ricci (1683) — Museo del Prado, Madrid

Un auto de fé ([‘awtɔde’fe :]), pe auto-de-fé, anavezet ivez evel auto da fé, zo un termen portugalek ha spagnolek (skrivet auto de fe neuze) , deuet eus al latin actus fidei a dalv kement hag akt a feiz. "Aotodafe" eo ar stumm brezhonek[1].

Da gentañ e veze devet levrioù difeiz, evel a reas Paol Tars er Iañ kantved.
Goude e voe "embannet barnidigezhioù" an Inkizision, hag a-wechoù e veze barnet tud d'ar marv, da vezañ losket en bev meur a-wech. Kement-se avat a veze graet diwezhatoc'h, ha n'eo ket e-kerzh an auto-de-fé end-eeun.

E Plaza Mayor Valladolid d'an 21 a viz Mae hag 8 viz Here 1559 e voe daou auto de fé. En hini kentañ e voe devet pevarzek dek, hag eskern ha delwenn unan all, ha seitek den all a voe pardonet gant ur binijenn. En eil e voe devet trizek den hag eskern unan all ha seitek all a reas pinijenn.

An div zevadeg-se eo a awenas Miguel Delibes pa skrivas e romant El hereje.

Cayetano Ripoll (1778 - 1826) zo ur mestr-skol es Valencia a voe diwezhañ den kondaonet d'ar marv, peogwir ne grede ket en dogmoù katolik, e miz Gouhere 1826 .

Gant an Nazied

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ devadeg levrioù an Nazied a voe graet d'an 10 a viz Mae 1933 e Berlin. Meur a hini all a voe goude.

En amzer diktatouriezh Francisco Franco

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 30 a viz Ebrel 1939 e voe aozet un auto-de-fé e skol-veur Madrid gant ar Falanja, diwar skouer re an nazied. Devet e voe oberennoù Maksim Gorkiy, Sabin Arana, Sigmund Freud, Lamartine, Karl Marx, Jean-Jacques Rousseau ha Voltaire[2].

E 2006 ez embannas ar romantour galizat Manuel Rivas e romant Os libros arden mal ("Al levrioù ne zevont ket mat", Los libros arden mal e spagnoleg), diwar-benn devadegoù levrioù e Galiza.

  1. Eil Derez Diwan, Geriaoueg Istor, geografiezh, ekonomiezh, eil embannadur kresket, 1990, rann Istor, BG p. 2, GB p. 3; Pêr Drezen, GeriaoueEGI, ekonomiezh, geografiezh, istor, TES, 2007, p.16; MÉNARD Martial, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, ISBN 978-2-35678-069-0.
  2. Esperanza Yllán Calderón, El franquismo, Madrid, Mare Nostrum S.A., 2006, p. 13 — ISBN 978-84-96391-39-0 (es)
  3. Hervez Libellus Iordanus de Saxonia e voe levrioù ar Gatared ha re ar Gatoliked lakaet da c'houzañv an tan dirak sant Dominig. Hervez ar vojenn e nac'has an tan deviñ levrioù ar Gatoliked. Daoust da anv ar restr ne ziskouez an daolenn un devadenn a-berzh an Inkizision.
  4. Un auto-de-fé kaset en-dro gant an Inkizision spagnol. E skeudennoù an arzourien e weler jahinerezh ha bourevierezh pe tud o teviñ e-pad al lidoù, e gwirionez n'eo ket e-pad al lidoù-se e c'hoarvezas, hogen goude.
  • (en)
    • KAMEN Henry Arthur Francis, The Spanish Inquisition: A Historical Revision, Yale University Press, 1999, ISBN 978-0-300-07880-0 ;
    • LEA Henry Charles, A History of the Inquisition of Spain, Forgotten Books, 2010, ISBN 978-1-4400-8764-6 ;
    • WHITECHAPEL Simon, Flesh Inferno — Atrocities of Torquemada and the Spanish Inquisition, Creation Books, 2003, ISBN 978-1-84068-105-5 ;
  • (fr)