Pont

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar pontoù a zo savadurioù graet evit mont dreist un harz, en tu all d'ur ganienn, d'un draoñienn, d'un hent, d'un hent-houarn, d'un dourredenn, d'ul ledennad dour pe d'ur skoilh bennak all. Al leur-bont a c'hell bezañ lakaet uhel pe uheloc'h evit lezel listri da dremen dindani.

Ret eo sevel pontoù abalamour d'an dud ha d'ar marc'hadourezhioù da vont gant un hent kompez ha berroc'h. A-hend-all e vije diaes pe dic'hallus an tremen peurvuiañ.

Dre astenn-ster e vez graet pont eus an traoù a denn d'ur pont en un doare bennak, a ra un ere bennak etre daou all. Pont a vez graet ivez eus ar gorre plat a c'heller kavout er bagoù pontet. En elektronek ez eo ur mekanik etre daou amredad. Pa vez re strizh ar pont ha ne c'hell ket dougen kirri ponner e vez anvet ur bontenn a-wechoù. Ur pontig etre daou savadur a c'hell bezañ ur bontenn ivez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pont roman e Sertã, e Portugal savet en amzer tierniezh ar Fuluped (1580-1640).
Pont Arkadiko en Gres (XIIIvet kantved kent JK), zo kontet da vezañ ar pont bolzek koshañ er bed
Ar Ponte Vecchio e Firenze (Italia) a zo unan eus brudetañ pontoù ar bed.

War a seblant eo bet savet ar pontoù kentañ gant prenn pe plankennoù pe gant mein lakaet war ar ribloù war-eeun pe douget gant treustoù kroaz-digroaz. Ur bontenn a zo ur pont simpl graet gant ur plankenn pe un treust.

Implijet eo bet ar gwaregoù gant ar Romaned evit sevel pontoù ha dourbontoù hag e c'heller gwelet meur a hini c'hoazh. Implijet o deus ar Romaned ar pri-raz evit kempouezañ kemmoù an nerzhioù a gouezh war ar mein naturel.

Ar pontoù-kerdin, ur seurt pont a-ispilh simpl a oa savet gant an Inkaed e menezioù an Andoù e Suamerika, just a-raok ma voent trevadennet gant Europiz er XVvet kantved.

En XVIIIvet kantved e tegasas Hans Ulrich, Johannes Grubenmann ha reoù all teknikoù nevez evit ar pontoù prenn.

A-drugarez d'an Dispac'h greantel en XIXvet kantved e voe posupl implij ar potin evit sevel pontoù ledanoc'h, met ne oa ket gant an houarn ar perzhioù mekanik mat evit dougen pouezioù bras-tre. Pa voe posupl implij an dir ha produiñ anezhañ e-leizh e voe savet pontoù divent diwar ijinadennoù Gustave Eiffel.

Er memes mare e veze implijet funioù dir evit sevel pontoù-a-ispilh hag en XXvet kantved eo bet ijinet ma vije solutoc'h ar betoñs gant funioù silet enno (betoñs raokforset).

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus al latin "pontem" eo deuet war-eeun ar ger brezhonek "pont" hep tremen dre hanterouriezh ar galleg, rak e kembraeg e reer gant "pont" ivez hag e kerneveg gant "pons". Amprestet eo bet ar ger a-raok ma vije bet disrannet an teir yezh predenek.

Rummadoù ar pontoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez 4 seurt pontoù d'an aliesañ :

Ouzhpenn-se e c'hell leurenn ur pont bezañ lakaet uheloc'h pe gwintet (pont-gwint) pe war dreiñ (pont-tro), an holl pontoù gorre-gouzi.


Er yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn-se e komzer eus pontoù evel ar re-mañ:

Lec'hanvioù e Breizh hag e broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pontoù hefiñv o vont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]