Saonenn

Un draoñienn[1] pe traonienn[2] pe saon pe saonenn[3] zo un dachennad douar izel etre daou venez. Gallout a ra bezañ bras pe bihan.
Takadoù douaroù izeloc'h eget an uhelennoù (menezioù pe torgennoù) tro-war-dro dezhañ eo ar saonennoù. Deveret eo eus traoñ implijet evit pep a dakad izelloc'h eget reoù all.
Douarouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh meur a brosesus douaroniel e c'hell bezañ stummet an traoñiennoù :
- Traoñiennoù skorneglec'h dezho ur stumm un U (e-lec'h ar stumm boas e V) hag a zo bet krouet, miliadoù a vloazioù 'zo diwar galloud krignat divent ar skornegi. Kavet e vezont e menezioù hir evel an Alpoù, hag e broioù kompesoc'h evel Takad al Lennoù e Bro-Saoz hag er C'hanada a-bezh.
- e traoñienn ar Rift e Afrika e weler disoc'hoù flastradurioù etre plakennoù tektonikel.
- e Bro-Elzas-Bro-Vaden e weler disoc'h palaradeg un dailhenn venez diwar frailhoù kenstur. Anvet e vez an draoñienn-mañ ur foz tektonikel.
- an abeg pennañ evit krouidigezh an traoñiennoù a zo peurliesañ disoc'h ar grignerezh a ra an dourioù o redek, dindan stumm an dourredennoù.
Traoñiennoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Grand Canyon
- Traoñienn ar Marv
- Traoñienn al Liger
- Traoñienn Napa
- Traoñienn ar Ron
- Traoñienn ar Roueed
- Traoñienn vras ar Rift
Traoñiennnoù treoabl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez e c'heller kavout stummoù nes d'an traoñiennoù war ar planedennoù hag al loaroù. Marteze eo bet krouet traoñiennoù al Loar diwar un regennad toulloù-diskarg dre stekiñ. Traoniennoù bihan a c'hell dont eus flodoù al lavaoù pe eus bihannadur lederezhioù al lavaoù p'edont o yenaat.
Bez ez eus un draoñienn hir-kenañ war ar blanedenn Meurzh, Valles Marineris hec'h anv ha 4000 km e hed.
Sell ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E Geriadur an Here.
- ↑ Traonienn e Geriadur Hemon-Huon, 1993.
- ↑ E Geriadur Hemon-Huon, 1993.