Tallinn
Tallinn | |
---|---|
![]() |
![]() |
Banniel | Ardamezioù |
Riez | Estonia |
Kontelezh | Kontelezh Harju |
Maer | Taavi Aas |
Gorread | 159,2 km² |
Poblañs (hep kontoù doubl) |
411 880 (2010) |
Stankter | 2 524/km² |
Hed | 24°45' R |
Led | 59°26' N |
Uhelder | bihanañ: 0 m brasañ: 64 m |
![]() |
Tallinn eo kêr-benn ha kêr vrasañ Estonia. Emañ war aod Pleg-mor Finland, a-dal da Helsinki, a zo 80 km norshoc’h. Ur 400 000 bennak a dud a zo o chom enni, tost d’un drederenn eus annezidi Estonia.
Er Grennamzer e voe aloubet gant Daniz a roas d’ar gêr an anv Reval. Ur gêr binvidik e teuas da vezañ, ezelez eus Kevre an Hansa. E dalc’h Urzh ar varc’heien deutonek e voe goude 1346, a-raok tremen dindan gazel Sveden e 1561, hag hini Rusia e 1710. Kaer eo kreiz kêr Tallinn, gant e savadurioù kozh, ha lakaet eo bet war Roll glad ar bed gant an UNESCO.
En 1980, pa oa c'hoazh Estonia en Unaniezh Soviedel, eo e Tallinn e voe aozet ar c'hevezadegoù bageal eus ar C'hoarioù Olimpek a dremene e Moskov.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tallinn a gemer perzh er darempredoù etrevroadel etre ar c'hêrioù dre gevelerezhioù gant:
Dartford (Bro-Saoz)
Los Gatos (SUA)
Schwerin (Alamag)
Kiel (Alamagn)
Gent (Belgia)
Göteborg (Sveden)
Malmö (Sveden)
Riga (Latvia)
Annapolis (Maryland) (SUA)
Groningen (Izelvroioù)
Łomża (Polonia)
Sant Petersbourg (Rusia)
Tallinn he deus liammoù mignoniezh ivez gant Portland (Oregon) er Stadoù-Unanet ha Kotka e Finland.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Tallinn (en estoneg, rusianeg ha saozneg)