Greifswald
Greifswald (distaget [ˈɡʁaɪfsvalt] en alamaneg) zo ur gêr eus hanternoz Alamagn, e stad Mecklenburg-Vorpommern.
Emañ Greifswald war ribl ar Mor Baltel, hanter hent etre enez Rügen hag enez Usedom. Emañ war-hed 250 km pe war-dro diouzh Berlin ha kemend-all diouzh Hamburg.
Annezet eo gant 55 000 a dud (e 2012). Brudet eo ar skol-veur zo eno (Ernst-Moritz-Arndt-Universität Greifswald), bet krouet e 1456, hag a ro bod da 12500 studier.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Caspar David Friedrich, livour
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Greifswald gant :
Kotka (Finland) abaoe 1959
Osnabrück (Alamagn) abaoe 1988
Lund (Sveden) abaoe 1990
Hamar (Norvegia) abaoe 1997
Goleniów (Polonia) abaoe 2006
Newport News (Virginia) (Stadoù Unanet Amerika) abaoe 2007
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|