Carl Walther
Evit an embregerezh, gwelet Carl Walther GmbH.
Carl Wilhelm Freund Walther, bet ganet d'an 22 a viz Du 1858 ha marvet d'an 9 a viz Gouere 1915, a oa un armeurer hag embreger alaman, krouer ar Carl Walther GmbH.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genidik e oa Carl Walther eus korn-bro Suhl ha Zella-Mehlis, e Thüringen, ma veze fardet armoù-tan abaoe an XVIIIvet kantved da nebeutañ. E vamm, Rosalie Wilhelmine Amalie Pistor, a oa ganet e-touez ar familh Pistor, armeurerien vrudet er vro abaoe ar c'hantved kent[1]. E dad, August Theodor Albert Walther, a oa teuzer laton hag houarn.
Goude bezañ desket ar vicher armeurer e tigoras Carl Walther e stal fuzuilhoù dezhañ e 1886, e Zella-Mehlis. Deuet eo da vezañ an embregerezh Carl Walther GmbH hiziv an deiz. E deroù an XXvet kantved e savas c'hoant ennañ krouiñ ur bistolenn aotomatek : ar Walther Modell 1 (1909) a oa unan eus an armoù kentañ a seurt-se graet en Alamagn. Carl Walther a savas anezhi asambles gant e vab Fritz (1889-1966)[2], a gemeras penn an embregerezh goude marv e dad e 1915.
Pevar mab all en doe Carl Walther, en zouez Lothar (1899-1983), a voe tenner pistolenn e skipailh broadel Alamagn er bloavezhioù 1930 hag a grouas an embregerezh Lothar Walther e 1925[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) THE FIRST CENTURY, war lec'hienn Carl Walther GmbH (lennet d'an 09/06/2026)
- ↑ (en) Ed BUFFALOE, The Walther Model 1, Unblinking Eye (lennet d'an 09/06/2026)
- ↑ (en) The History of LOTHAR WALTHER, war lec'hienn Lothar Walther GmbH (lennet d'an 09/06/2026)