Mont d’an endalc’had

Walther PPQ

Eus Wikipedia
Walther PPQ
Ur bistolenn Walther PPQ
Kinnig
Bro orin Alamagn Alamagn
Doare Pistolenn damaotomatek SA/DA
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù 9 mm Parabellum
.40 S&W
.45 ACP
.22 Long Rifle
Produer Carl Walther GmbH Sportwaffen
Mare produiñ 2011 - 2023
Perzhioù teknikel (stumm e 9 mm Parabellum)
Mas (hep kartouchenn) 615 g
Mas (karget) 695 g
Hirder 180 mm
Hirder ar c'hanol 102 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 408 m/s
Hed-tenn pleustrek 50 m
Endalc'h Karger fiñv 10, 12, 15 pe 17 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Walther PPQ zo ur bistolenn damaotomatek produet etre 2011 ha 2021 gant an embregerezh alaman Carl Walther GmbH Sportwaffen evit ar polis, ar servijoù surentez hag ar sportoù tennañ. Kemeret he deus plas ar Walther P99 war katalog ar merk.

Heñvel a-walc'h eo ar PPQ ouzh ar Walther 99 war-bouez mont en-dro he skoer. Kouchoù ha kargerioù eil rummad ar Walther 99 a c'haller montañ warni. Ar mont en-dro zo heñvel ouzh hini ar pistolennoù evel ar Glock 17. Skañvoc'h eo pouez-loc'hañ an draen koulskoude. Kambret e oa e 9 ×19 mm hag e .40 S&W pa oa bet kinniget, ha stummoù e .45 ACP hag e .22 LR zo bet anezhe ivez. 15 kartouchenn 9 mm a c'haller lakaat en he c'harger diazez[1].

  1. (en) FARAGO Robert, New Walther PPQ Pistol (9mm and .40), The Truth about Guns, 08/07/2011 (lennet d'an 20/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan