AK-74
Iskevrennad eus | fuzuilh-arsailh ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1974 ![]() |
Brezel | Brezel Afghanistan, Brezel diabarzh Siria ![]() |
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Manufacturer | Kalashnikov Concern ![]() |
Ammunition | 5.45×39mm ![]() |
Treset gant | Mic'hail Kalachnikov ![]() |
Lakaet er servij | 1978 ![]() |

An AK-74, e rusianeg Автомат Калашникова образца 1974 года pe "Kalashnikov fuzuilh aotomatek stumm 1974", a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant an ijinour brudet Mic'hail Kalachnikov e penn kentañ ar bloavezhioù 1970.
Ar cheñchamant brasañ da-geñver ar stummoù all AK evel hini an AK-47 a vezo gant ar bolodoù implijet, echu gant ar 7.62×39mm hag e plas unan lijeroc'h an hini 5.45×39mm.
Hiziv an deiz e vez kendalc'het gant embregerezh armoù Izmash hag ar produiñ kopiennoù gant ul lisañs en Bulgaria. Gant an implij e vez kendalc'het ivez e reter an Europa, Mongolia, Strolladoù stourm begenn Korea an Norzh pe c'hoazh troadegiezh morlu poblel ar Vietnam gant an AK-74s.
Istor an AK-74[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un adkempenn modern eus an AKM (bet dija un adkempenn eus an AK-47) ez eo an AK-74. Chom a ra tost an AK-74 ouzh an AKM rak 50% eus an tammoù a vez heñvel-rik hag a c'hell bezañ eskemmet eus unan etrezek egile. Ar wech kentañ ma vezo implijet a vezo e 1979 e-pad brezel Afghanistan.

Tro-dro d'an AK-74[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar CIA a oa prest da reiñ 5000 a zolarioù US evit ar re gentañ a AK-74 tapet gant ar re mujahadin ha roet dezhi e-pad brezel Afghanistan.