Brezel diabarzh Siria

Eus Wikipedia
Kartenn an nerzhioù engouestlet hag an tachennoù perc'hennet gant pep hini anezho, e deroù 2021.

Brezel diabarzh Siria (arabeg: الحرب الأهلية السورية‎, al-ḥarb al-ʾahlīyah as-sūrīyah) zo ur brezel diabarzh e Siria stourmet etre arme ar Republik Arab Sirian renet gant ar prezidant Bashar al-Assad, harpet gant bezenoù sirian hag harperien estren, a-enep bezenoù sirian harpet gant broioù estren. Hervez ar mare e vez izili an tu enep gouarnamantel o stourm kenetrezo. Kroget e oa ar brezel diabarzh e Siria pa oa bet manifestadegoù liammet ouzh an Nevez-amzer arab e 2011. Goulennet e oa gant ul lodenn eus pobl Siria kaout muioc'h a frankiz hag a ingalded. Buan a-walc'h e oa bet feulster o tiwanañ goude ma oa bet flastret manifestadegoù a c'houlenne ma'z afe Assad kuit. Lakaat a reer ar brezel diabarzh da gregiñ d'ar 15 a viz Meurzh 2011 gant emsavadegoù e Damask hag Aleppo. Buan e oa deuet meur a du war-wel : nerzhioù lu gouarnamant Siria hag e harperien estren, ur c'hengevread strolladoù ha bezenoù sunited rebeled (dreist-holl ar Free Syrian Army), strolladoù djihadisted salafist (gant an Talbenn al-Nusra), ar strollad kemmesket Kurd-Arab Sirian (Syrian Democratic Forces, SDF), hag ar Stad Islamek. Kalzik broioù estren a zo engouestlet e mod pe vod, pe o reiñ un harp dafar pe o kas soudarded, pe c'hoazh o vombeziñ (Iran, Rusia, Turkia, Stadoù-Unanet Amerika, Israel).

En holl ez eus bet etre 470 000 (SCPR 2016) ha 367 965–560 000 (SOHR 2018) den lazhet.