Eneberezh sirian
An Eneberezh sirian (arabeg: المعارضة السورية pe al-Muʻaraḍat as-Sūrīya) zo un termen ledan evit ober anv eus an holl strolladoù bet enebet ouzh renad Bachar al-Assad e Siria. E miz Gouhere 2011, pa oa kroget Brezel diabarzh Siria, dizertourien eus Nerzhioù lu Arab Siria o doa savet Lu Dieub Siria, un anv hag a voe implijet diwezatoc'h gant meur a luskad armet gant ma pade ar brezel. E miz Du 2012, strolladoù politikel oberiant en estren-vro o devoa savet Kevredad Vroadel Sirian. Savet e oa bet ivez ur Gouarnamant Sirian da c'hortoz hag a oa bet oberiant evel gouarnamant en harlu hag, adalek 2016, en un nebeud takadoù dindan dalc'herezh Turkia e Siria. E 2017, ar strollad islamour Hayat Tahrir al-Sham, ha na oa ket un ezel eus ar gKevredad Vroadel Sirian, en doa savet Gouarnamant Salvidigezh Siria en tachennoù a oa mestroniet gantañ. Strolladoù all o deus bet enebet ouzh renad Bashar al-Assad e-kerzh ar brezel diabarzh evel Arme Vroadel Siria harpet gant Turkia, Melestradurezh emren Norzh ha Reter Siria, hag aozadurioù djihadourien evel ar Stad Islamek.