Hayat Tahrir al-Sham
| Deiziad krouiñ | 28 Gen 2017 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | هيئة تحرير الشام |
| Anv berr | HTS |
| Deroù ar prantad labour | 29 Gen 2025 |
| Dibenn ar prantad labour | 29 Gen 2025 |
| Relijion pe kredenn | Islam |
| Brezel | Brezel diabarzh Siria |
| Prezidant | Ahmed al-Charaa, Hashim al-Sheikh |
| Stad | Siria |
| Ideologiezh politikel | Islamouriezh, Syrian nationalism, Salafism |
| Sez sokial | Idlib |
| Raklec'hiet gant | Talbenn al-Nusra |
| Erlec'hiañ a ra | Jabhat Fateh al-Sham, Ansar al-Deen Front, Army of the Sunnah, Truth Brigade, Nour al-Din al-Zenki Movement |
| Deiziad divodañ | 29 Gen 2025 |
| Separated from | Talbenn al-Nusra |
Hay'at Tahrir al-Sham (arabeg: هيئة تحرير الشام, Hayʼat Taḥrīr al-Shām, "Aozadur evit Dieubiñ ar Sav-heol"), anvet alies Tahrir al-Sham, brudet ivez evel al-Qaeda e Siria, zo ur strollad Salafisted sunnit oberiant hag a gemer perzh e Brezel diabarzh Siria. Krouet e oa bet ar strollad d'an 28 a viz Genver 2017 pa voe kendeuzet ar strolladoù Jabhat Fateh al-Sham (Talbenn al-Nusra), Talbenn Ansar al-Din, Jaysh al-Sunna, Liwa al-Haqq, hag al Luskad Nour al-Din al-Zenki. Ur wech embannet ha lañset an aozadur nevez, strolladoù hag hiniennoù all a zo deuet e-barzh.
Abaoe 2021, an HTS eo bet al luskad milourel galloudusañ en Eneberezh sirian. Renket eo bet e-touez an aozadurioù sponterien gant Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet, Rusia, Kanada, an Unvaniezh Europat ha lod broioù all.