Argadenn 2019 a-enep Rojava
Argadenn 2019 a-enep Rojava, anvet Oberiadur mammenn ar peoc'h (Turkeg: Barış Pınarı Harekâtı) gant gouarnamant Turkia, zo un oberiadur-brezel kroget d'an 9 a viz Here 2019 gant Nerzhioù lu Turkia ha Lu Dieub Siria war douaroù melestradurezh emren Norzh ha Reter Siria, anvet Rojava. Difennet eo al lec'h gant Nerzhioù Demokratel Siria.
D'ar 6 a viz Here 2019, melestradurezh Trump a roe urzh da nerzhioù lu SUA kuitaat biz Siria. Eno e oa bet soudarded stadunanat o harpañ ar Gurded a-enep ar Stad Islamek. Un argadenn gant Turkia zo bet kroget d'an 9 a viz Here 2019 gant bombezadennoù gant Aerlu Turkia war kêriadennoù nepell diouzh an harzoù, evel Ras al-Ayn.
Hervez degemenner ar prezidant Recep Tayyip Erdoğan, an oberiadur a vefe graet evit "reizhañ demografiezh" norzh Siria. An oberiadur e-maez lezenn zo bet gwelet fall dre ar bed a-bezh.