Mont d’an endalc’had

Recep Tayyip Erdoğan

Eus Wikipedia
Recep Tayyip Erdoğan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTurkia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRecep Tayyip Erdoğan Kemmañ
Anv-bihanRecep, Tayyip Kemmañ
Anv-familhErdoğan Kemmañ
Anvꠞꠤꠍꠦꠚ ꠔꠣꠄꠚ ꠄꠞꠖꠥꠉꠣꠘ Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 C'hwevrer 1954 Kemmañ
Lec'h ganedigezhIstanbul Kemmañ
TadAhmet Erdoğan Kemmañ
MammTenzile Erdoğan Kemmañ
PriedEmine Erdoğan Kemmañ
BugelSümeyye Erdoğan, Bilal Erdoğan, Ahmet Burak Erdoğan, Esra Erdoğan Kemmañ
KarBerat Albayrak, Selçuk Bayraktar Kemmañ
Yezh vammturkeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetturkeg, saozneg Kemmañ
Micherden stad, politiker, penn strollad politikel Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh Kemmañ
KargPresident of Turkey, Kentañ Ministr Turkia, member of the Grand National Assembly of Turkey, mayor of Istanbul, prezidant pe prezidantez Kemmañ
Bet war ar studi eMarmara University, İmam Hatip school Kemmañ
Lec'h annezIstanbul Kemmañ
Strollad politikelNational Salvation Party, Welfare Party, Virtue Party, Strollad ar Justis hag an Diorren Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2014 Turkish presidential election, 2018 Turkish presidential election, 2023 Turkish presidential election Kemmañ
Ezel ar skipailh sportKasımpaşa S.K. Kemmañ
Relijion pe kredennIslam sunnit Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2004 Kemmañ
Oberenn heverkA Fairer World Is Possible Kemmañ
Darvoud-alc'hwez2016 Turkish coup d'état attempt, Gezi Park protests Kemmañ
Kavet e vez en oberennReis Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.tccb.gov.tr Kemmañ
HashtagErdoğan, Erdogan Kemmañ
Recep Tayyip Erdoğan e 2022
Recep Tayyip Erdoğan gant Mahmoud Abbas e 2015.

Recep Tayyip Erdoğan zo ur politiker turk bet ganet d’ar 26 a viz C'hwevrer 1954 en Istanbul. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr Turkia d’ar 14 a viz Meurzh 2003. Emañ e penn an Adalet ve Kalkınma Partisi (AKP, Strollad ar Reizhded hag an Diorren). Dilennet e voe da brezidant ar Republik d'an 10 a viz Eost 2014 en dro gentañ hag addilennet e 2018.

Dilennadeg 2018

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 a viz Even 2018 e oa bet embannet gant Erdogan e oa aet ar maout gantañ e dilennadeg prezidant Turkia. Embannet e oa bet kement-se gantañ a-raok ma vefe disklêriet an disoc'hoù gant bodad an dilennadegoù. Ha pa vefe bet kadarnaet e drec'h gant ar bodad, ar strolladoù enebet outañ a ziskleir e oa bet truchadennoù, dreist-holl e reter Turkia ma vev Kurded[1].

Gant al lezennoù en doa lakaet votiñ dre referendom e vo lamet ar post a gentañ-ministr ha kreñvaet kalz e c'halloudoù evel prezidant Turkia.

Sot eo Erdoğan gant an Impalaeriezh otoman. Klask a ra lakaat hengounioù ar mare-se da vevañ en-dro. Pa voe degemeret Mahmoud Abbas, prezidant Palestina, e palez prezidanted Turkia, e oa bet lidet an emgav gant Turked gwisket evel re an Impalaeriezh otoman eus ar XVIvet kantved. Muioc'h-mui en em wel Erdogan evel hêr sultaned an Impalaeriezh otoman [2]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.