Mont d’an endalc’had

Strollad ar Justis hag an Diorren

Eus Wikipedia
Strollad ar Justis hag an Diorren
strollad politikel
Deiziad krouiñ14 Eos 2001 Kemmañ
Anv er yezh a orinAdalet ve Kalkınma Partisi Kemmañ
DiazezerRecep Tayyip Erdoğan, Abdullah Gül, Bülent Arınç Kemmañ
PrezidantRecep Tayyip Erdoğan Kemmañ
General secretaryFatih Şahin Kemmañ
StadTurkia Kemmañ
Luskad politikeltu dehoù Kemmañ
Lec'h diazezAnkara Kemmañ
Sez sokialAnkara Kemmañ
Darvoud-alc'hwez2016 Turkish coup d'état attempt Kemmañ
SRGB color hex tripletFFCC00 Kemmañ
Niverenn bellgomz+90-312-204-5000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.akparti.org.tr/en, https://www.akparti.org.tr/, https://www.akparti.org.tr/ar Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Justice and Development Party (Turkey) politicians Kemmañ
"Hep Birlikte Yeni Türkiye", an holl asambles evit un Turkia nevez. Lugan 2015 an AKP.

Strollad ar Justis hag an Diorren (Adalet ve Kalkınma Partisi e turkeg) a zo ur strollad politikel krouet e Turkia e 2001. Trec'h e oa bet en dilennadegoù e 2002 dindan renerezh Recep Tayyip Erdoğan. Berraet e vez e anv dindan ar stumm, berroc'h, AKP. Gwelet e vez evel ur strollad politikel strizhmirour muzulmat, broadelour hag hiraezus eus an Impalaeriezh otoman. Da gentañ e oa ur strollad eus an tu dehoù mirour met muioc'h-mui eo o vont war-zu an tu dehoù pellañ [1] estrengas ha strizhbroadelour [2]. E arouez a zo ur glogorenn dredan dispaket war ur foñs gwenn pa talvez Ak d'al liv-se.

Deroù gouarnamant an AKP

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude trec'h an AKP, e 2002, pa oa gounezet ar muiañniver eus ar sezioù gant ar strollad-se, e voe nac'het da Erdoğan bezañ kentañ ministr dre ma oa tamallet dezhañ ur brezegenn er bloavezhioù a-raok. Dre hanterouriezh ur barzhoneg kozh en doa roet da intent e oa prest da zegas muioc'h a relijion e mont-en-dro ar republik turk. E geneil, Abdullah Gül a yeas da Gentañ Ministr, betek Mae 2003, pa voe didamallet Erdoğan .

Recep Tayyip Erdoğan, ur wech kadarnaet evel penn ar vro a glaskas silañ adreizhadurioù niverus evit gwellaat ekonomiezh Turkia ha dispenn modoù kozh e-keñver mont-en-dro ar gevredigezh ken e c'hell Turkia tostaat da reolennoù boutin Europa (ezel eo Turkia eus Kuzul Europa). An AK Parti en deus disklêriet e oa prest da gas ar vro war-raok betek ma vo doujet da reoladoù Unaniezh Europa, p'he doa goulennet Turkia mont enni e 1964.

Goulenn da verzañ an AKP

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E nevez-amzer 2008 e tisklêrias Lez-varn vonreizhel Turkia e oa bet torret lezennoù diazez ar republik e-keñver al laikegezh gant ar gouarnamant, pa oa bet aotreet ar studierezed da lakaat ur ouel war o fenn, ma plije dezho. Kinniget o deus ar varnerien ma vo graet un enklask evit sevel an abegoù da verzañ ar strollad politikel. C'hoarvezet eo dija he deus graet ar Justis turk evel-se (e 1997, klozet e oa bet ar Refah Partisi, ha Recep Tayyip Erdoğan a oa unan eus e bennoù bras).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]