Mont d’an endalc’had

Arme Turkia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Armeoù Turkia)
lu Turkia
nerzhioù lu
Deiziad krouiñ1920 Kemmañ
Anv er yezh a orinTürk Silahlı Kuvvetleri Kemmañ
StadTurkia Kemmañ
Aozadur mammMinistry of National Defense Kemmañ
IsaozadurTurkish Land Forces, Turkish Naval Forces, Turkish Air Force Kemmañ
Perc'henn warGeneral Staff Building Kemmañ
Sez sokialGeneral Staff Building Kemmañ
Darvoud-alc'hwez2016 Turkish coup d'état attempt Kemmañ
IPv4 routing prefix194.27.30.0/24 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.tsk.tr/ Kemmañ
Banniel Prezidant Turkia evel penn armeoù ar vro

Arme Turkia (turkeg : TSK, Türk Silahlı Kuvvetleri, "Nerzhioù Lu Turkia") eo arme Republik Turkia. Krouet e oa bet e 1920, da vare diskar an Impalaeriezh otoman goude ar Brezel-bed Kentañ. Hervez ar vonreizh emañ prezidant ar vro, Recep Tayyip Erdoğan hiziv an deiz, en he fenn. E Çankaya (proviñs Ankara), emañ he sez.

Rannet eo etre tri skourr :

  • arme-zouar (Türk Kara Kuvvetleri) : 401.500 soudard
  • arme-vor (Türk Deniz Kuvvetleri) : 45.000 soudard oberiant, 55.000 soudard en adarme
  • arme-aer (Türk Hava Kuvvetleri) : 50.000 soudard[1]

An Archeriezh (Jandarma Genel Komutanlığı) hag ar Warded-aod (Sahil Güvenlik Komutanlığı), pep hini anezho o vezañ fiziet ennañ galloudoù milourel ha polis, a zo suj d'an nerzhioù surentez diabarzh, dre Vinistrerezh an Diabarzh, e-pad ar mareoù peoc'h. Pa vez mareoù brezel e vezont suj d'an tirlu ha d'ar morlu.

E 2025 e oa renket evel an 9vet arme galloudusañ er bed gant GFP, just a-dreñv da Frañs ha Japan[2]. An eil arme en AFNA eo a-fed niver a soudarded (883.900 e 2025), a-dreñv da hini ar Stadoù-Unanet. 47 miliard a zolaroù a oa budjed Ministrerezh an Difenn e 2025[3].

Hervez GFP o doa e 2025 an nerzhioù armet turk[3] :

  • 2.238 tank
  • 61.173 karbed
  • 3.041 pezh kanolierezh
  • 182 lestr-vrezel
  • 1.080 karbed-nij

Abaoe dibenn an XXvet kantved eo bet oberiant arme Turkia evit ABU pe AFNA en ur gas soudarded da Jorjia, Kongo, Sierra Leone, Bosnia-ha-Herzegovina, Afghanistan pe Haiti[4]. Boaz eo ivez da enebiñ ouzh an nerzhioù armet kurd, ma vefe ar PKK war tiriad Kurdistan mestroniet gant Turkia pe e broioù zo tro-dro evel Siria. E miz C'hwevrer 2018 e voe lazhet ar breton Olivier Le Clainche ("Kendal Breizh") en ur vombezadeg kaset gant aerlu Turkia[5] war Jandairis (Siria).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) International Institue for Strategic Studies, The Military Balance 2024, 13/02/2024, ISBN 978-1032780047, p. 149
  2. (en) Global Fire Power, 2025 Military Strength Ranking (lennet d'an 23/03/2025)
  3. 3,0 ha3,1 (en) Global Fire Power, 2025 Turkiye Military Strength (lennet d'an 23/03/2025)
  4. (en) Turkey, a key role in international peace and security, war lec'hienn ministrerezh an Difenn turk (pellgarget d'an 23/03/2025)
  5. (fr) GOURIN Didier, Olivier Le Clainche mort avec les Kurdes par idéal, Ouest-France, 20/02/2018 (lennet d'an 23/03/2025)