Hezbollah

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ha skoed ardamez an aozadur Hezbollah

An Hezbollah (en arabeg ‮حزب اللهḥizbu-llāh, « Strollad Doue », « Strollad Allah ») skrivet gant doareoù lies evel Hizbullah, Hizballah a vez graet eus un aozadur poltikel ha milourel eus Liban krouet Mezheven 1982 met gant un doare ofisiel e 1985. Ur strollad politikel chiit pouezhus libanat eo. Ul lu a zo dezhañ : penn-kaoz krouidigezh al luskad a voe aloubadeg Liban gant lu Israel.

Skourr milourel an Hezbollah a zo ar C'huzul Djiha. Ar skourr politikel a vez graet Strollad Bloc'had Lealded d'ar Rezistañs, izili anezho a vez dilennet evit parlamant Liban. Goude ma vije aet da Anaon Abbas al-Musawi e 1992, ar strollad a choazas Hassan Nasrallah, evel sekretour-meur, penn an aozadur.

Ouzh banniel an Hezbollah e lenner a-us d'un dorn enni un AK-47 ur pennad tennet eus ar C'horan (V, 56); « Ha neb a dapo Doue, e gannad hag an dud a feiz evel kenstourmerien a yelo ar maout gantañ rak trec'h e vo strollad Doue. »[1].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]