Allah
Neuz
Allah
| Implij | dhikr, Dua |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | الله |
| Treuzskrivadur API | ʔɑɫˈɫɑːh |
| Yezh an oberenn pe an anv | arabeg |
| Diskouez a ra | Doue, God in Islam, Rabb |
| Subject lexeme | L252309, L305148, L1012756, L675887, L702017 |
| Tikedenn Stack Exchange | https://islam.stackexchange.com/tags/allah |

Allah (arabeg: الله ; treuz.: Allāh ; dist.: [ʔalˤːɑːh]), « an doue », eo anv Doue en arabeg. Implijet e vez gant ar vuzulmaned, ar gristenien hag ar yuzevien pa gomzont arabeg (ar sefaraded). Ar ger a oa anezhañ araok ma oa krouet an islam, er relijion liesdoueek arab. Reiñ a ra an islam 99 anv dezhañ, evel an trugarezus, ar c'hendruezek, an hini kentañ, ar roer buhez, hag all hag all.
Kavet e vez e troioù-lavar islamek evel Inch'Allah, Basmala, pe c'hoazh Allahou akbar.