Santez-Sofia (Istanbul)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Santez-Sofia

Iliz Santez-Sofia (e turkeg Ayasofya) pe ent-ofisiel Moskeenn Veur Santel Hagia Sofia a oa un iliz savet e Bizantion dindan ren an impalaer Justinian etre 532 ha 537. Izidor Miletos hag Anthemios Tralleis a voe he daou saver gresian. Iliz-veur patriarkel an impalaeriezh e oa. Iliz vrasañ Impalaeriezh roman ar Reter hag an Iliz ortodoks e oa, nemet etre 1204 ha 1261 pa oa un iliz katolik e-pad Impalaeriezh latin Kergustentin.

Pa voe aloubet Istanbul e 1453 gant Mehmet II e voe treuzfurmet Santez-Sofia en ur voskeenn.

D'ar 24 a viz Du 1934, diwar ziviz Mustafa Kemal Atatürk, e voe graet ur mirdi eus Santez-Sofia. Divizet e voe gant ar prezidant turk Recep Tayyip Erdogan ober ur voskeenn anezhi en-dro e 2020.