Mont d’an endalc’had

7,62 × 39 mm

Eus Wikipedia
(Adkaset eus 7,62 × 39 mm M43)
7,62 × 39 mm M43
7,62 × 39 mm

A gleiz da zehou : kartouchennoù 5,45 × 39 mm M74, 5,56 × 45 mm NATO, 7.62 × 39 mm, 7,62 × 51 mm NATO ha 7,62 × 54 mm R
Doare
Kalibr 7,62 mm
Doare korf an douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin URSS
Mare krouidigezh 1943-1947
Muzulioù
Ø bannadell 7,85 mm - 7,92 mm
Ø trogleuziñ 7,62 mm
Ø kolier 8,60 mm
Ø skoaz 10,70 mm
Ø korf an douilhez 11,35 mm
Ø strad 11,35 mm
Tevder ar strad 1,50 mm
Hirder an douilhez 38,70 mm
Hirder ar gartouchenn 56 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7,9 g - 10 g
Tizh mont e-maez V0 641 - 738 m/s
Energiezh ar vannadell 2 056 - 2 179 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar 7,62 × 39 mm M43 (evit ar bloavezh 1943) zo ur munision soviedel savet da gentañ evit ar garabinenn SKS adalek 1943. Implijet kalz eo er bed a-bezh abaoe ar bloavezhioù 1950 abalamour dezhañ bezañ tennet gant ar fuzuilhoù-arsailh AK-47. Unan eus ar c'hartouchennoù implijet ar muiañ er bed milourel eo c'hoazh hiziv an deiz[1].

E dibenn 1943 e c'houlennas an Arme Ruz e vije savet ur munision nevez, dezhañ ur galloud etre hini ar 7,62 mm Tokarev, implijet neuze er bistolenn Tokarev TT 33 hag er bistolenn-vindrailher PPCh-41, hag hini ar 7,62 × 54 mm implijet er fuzuilh Mosin-Nagant. Ar meizad munision etre a oa deuet da soñj ijinourien an arme goude bezañ studiet ar Maschinenkarabiner 42(H) alaman (a voe deveret ar Sturmgewehr 44 anezhe) hag ar garabinenn M1 stadunanat[1], a rae o-div gant bannadelloù bras o c'halibr ensoc'het en un douilhez verroc'h.

Ur gartouchenn 7,62 mm M43 Full Metal Jacket.

Stummoù kentañ ar munision kinniget e 1944 a oa dezhe un douilhez 41 mm. E 1947 e voe berraet da 39 mm hag hiraet he bannadell. D'ar poent-se e voe dibabet en ur mod ofisiel gant an armeoù soviedel. Ar 5,45 × 39 mm implijet en AK-74 a oa sañset kemer e blas adalek 1974, met chom a ra kalz armoù kambret e 7,62 mm M43 e servij e arme pe polis Rusia[1].

Uheloc'h eo e c'halloud-toullañ evit hini ar munisionoù 5,56 x 45 mm broioù AFNA pe ar c'hartouchennoù soviedel 5,45 × 39 mm M74 abalamour d'e voled gwisket gant dir. An danvez-se a oa bet dibabet evit abegoù ekonomikel da gentañ.

Daoust d'ar 7,62 mm M43 bezañ savet evit an arme, gellet a ra bezañ implijet evit ar chase abalamour d'e berzhioù bannouriezh dereat betek 600 metr ha d'e argil izel[2]. Karabinennoù-morailh evel ar CZ 600 zo gwerzhet er c'halibr-mañ[3]. E Bro-C'hall n'haller ket en ober peogwir eo renket ar 7,62 mm M43 er rummad B (munisionoù evit an dennerien sport hepken). Boledoù emledus a zo bet savet evit ar chaseourien[1].

Armoù kambret e 7,62 mm M43[4]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karger ur fuzuilh-arsailh RK 62 kambret e 7,62 mm M43.
  • Karabinennoù : SKS, vz. 52/57, Rashid, Karabiner S. ;
  • Fuzuilhoù-arsailh : AK-47/AKM-59 hag o c'hopiennoù ; Sa Vz. 58, RK 62, M4-WAC-47, Type 68
  • Fuzuilhoù-mindrailher / Mindrailherezioù : Kalachnikov RPK, RPD hag o c'hopiennoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 3 4 (en) POPENKER Maxim, 7.62x39mm M43 Soviet Intermediate Cartridge, Modern Firearms (lennet d'ar 25/07/2025)
  2. (en) CARTER Aaron, An Ode to the 7.62x39mm (M43) Soviet, American Hunter, 12/11/2021 (lennet d'ar 25/07/2025)
  3. (en) Lec'hienn CZ (lennet d'ar 25/07/2025)
  4. (fr) 7,62 x 39, Arme et Passion (lennet d'ar 25/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan