Walther PP
Walther PP | |
---|---|
Ur bistolenn Walther PP | |
Kinnig | |
Bro orin | Alamagn |
Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
Munisionoù | .22 Long Rifle .32 ACP .380 ACP 9 × 18 mm Ultra |
Saver | Carl Walther GmbH Sportwaffen |
Mare produiñ | 1929-2005 |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstumm) | |
Mas (hep kartouchenn) | Etre 675 g hag 850 g |
Hirder | 170 mm |
Hirder ar c'hanol | 98 mm |
Perzhioù teknikel (e .32 ACP) | |
Tizh o vont e-maez | 320 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Walther PP (evit Polizeipistole, "pistolenn ar polis") zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh Carl Walther GmbH Sportwaffen etre 1929 ha 2005.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo bet ar Walther PP evit ezhommoù ar polis alaman[1] e fin ar bloavezhioù 1920. Modern a-walc'h e oa pa oa bet lakaet e gwerzh abalamour d'he flatinenn un-ober ha daou-ober, d'he loc'henn dizarmiñ ha d'he sistem surentez war ar skoer. Un arm bihan, sur ha skañv e oa.
Esaet e voe gant arme Bro-C'hall e 1936 met ne voe ket asantet abalamour e kave d'ar soudarded e oa re luziet he gwikefre. Implijet e voe en Alamagn gant ar polis, al Luftwaffe hag un nebeud ofiserien eus ar Wehrmacht.[1] Goude un ehan e fin an Eil Brezel-bed abalamour da zistruj an uzin Walther e Thüringen e adkrogas produiñ ar bistolenn en uzin nevez Ulm. Etre 1955 ha 1989 e voe produet e Frañs dindan aotre gant an embregerezh Manurhin.
Berzh a reas ar Walther PP pa voe produet ouzhpenn 5 milion a skouerennoù anezhi.[2] Ar Walther PPK zo deveret anezhi.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 82
- ↑ (en) CAMPBELL Dave, A Look Back at the Walther PP, war American Rifleman, 06/04/2018 (lennet d'an 28/05/2024)