CZ 82
| Pistole vz. 82 CZ 82 | |
|---|---|
Ur bistolenn CZ 82 en he stumm implijet e arme Tchekoslovakia | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek |
| Doare | Tennata dre argil berr |
| Kalibr | 9 × 18 mm Makarov (stummoù CZ 82 ha CZ 83) .380 ACP ha .32 ACP (stumm 83 hepken) |
| Produer | Česká Zbrojovka |
| Mare produiñ | 1983-1992 (CZ 82) 1983-2012 (CZ 83) |
| Mare implij | 1983-1993 (arme Tchekoslovakia) 1993-bremañ (armeoù |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | 800 g |
| Hirder | 172 mm |
| Hirder ar c'hanol | 97 mm |
| Perzhioù teknikel | |
| Tizh o vont e-maez | 305 m/s |
| Hed-tenn pleustrek | 50 m |
| Endalc'h | Karger fiñv 12 tenn (9 mm Makarov ha .380 ACP) pe 15 tenn (.32 ACP) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar CZ 82, anvet ivez Pistole vz. 82 en arme, zo ur bistolenn damaotomatek daou-ober produet adalek 1983 gant an embregerezh tchekoslovakat Česká zbrojovka. Kambret e oa da gentañ e 9 × 18 mm Makarov, a oa ur c'halibr standart evit armoù-dorn broioù Pakt Varsovia. Produet eo bet betek 1992. Ur stumm sivil anvet CZ 83 a voe savet e 1983 ivez. Ouzhpenn d'an 9 mm Makarov e oa kambret e .380 ACP ha .32 ACP[1]. Produet eo bet er Stadoù-Unanet gant CZ USA betek 2012.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arme Slovakia a ra c'hoazh gant ar CZ 82. En arme Tchekia eo bet kemeret he flas gant ar CZ 75 P-01 tamm-ha-tamm adalek 2012. Implijet e vez ivez gant nerzhioù surentez un nebeud broioù evel Viêt Nam, Indonezia pe Jorjia. E miz Meurzh 2022 ez eus bet kaset 30.150 skouerenn eus ar CZ 82 da Nerzhioù Lu Ukraina gant ar gouarnamant tchek, da vare aloubadeg Ukraina gant Rusia[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez mod-implij an arm (en) (diell) (pellgarget d'an 18/08/2024)
- ↑ (cz) VIT Lukáš, První česká vojenská pomoc Ukrajině se skládá ze zbraní, které zná každý český voják základní vojenské služby, war Armadni Zpravodaj (lennet d'an 18/08/2024)
| ||||||||||||||