Beretta M1934
Beretta Modello 1934 | |
---|---|
Beretta M1934 | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh Italia |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, blowback |
Munisionoù | .380 ACP |
Produer | Fabbrica d'armi Pietro Beretta |
Mare implij | 1934–1951 (Arme Italia) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 0,568 kg |
Mas (karget) | 0,630 kg |
Hirder | 150 mm |
Hirder ar c'hanol | 85 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 15 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 290 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 7 kartouchenn |
Adstummoù | M1935 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Beretta Modello 1934 zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet gant an embregerezh italian Beretta adalek 1934.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a ra an M1934 en-dro gant sistem ar blowback : a-raok an tenn kentañ eo ret sachañ war ar riklerez a-raok leuskel anezhi da zistreiñ hec'h-unan evit kambriñ ur munision. Goude an tenn e vez lakaet an douilhez er-maez a-drugarez da c'hazoù an darzhadenn. Pa zistro ar riklerez en he flas e vez adkambret ur munision.
Ur gudenn surentez a oa gant an M1934 : ma kroge e gi en un dra bennak ha ma veze distannet goude e c'halle tennañ an arm e-unan, abalamour d'ar surentez da vezañ mestr war an draen ha n'eo ket ar c'hi. Daoust da se e oa brudet ar bistolenn evit bezañ solut ha savet-mat[1].
Ur stumm all, an M1935, a oa heñvel, nemet e oa kambret e 7,65 mm Browning.[2]
Stampilhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e kaver ar meneg P. BERETTA - Cal. 9 corto - Mod. 1934 - Gardone V.T. ouzh kostez kleiz ar riklerez. Ar bloavezh a gaver e-kichen, pe e bloavezhioù an deiziadur gregorian (sifroù arabek), pe e bloavezhioù an deiziadur faskour lakaet e plas gant Benito Mussolini (sifroù roman). Lizherennoù all a gaver war ar re bourvezet d'an arme ha nerzhioù-surentez italian :
- R.E. : Regia Esercito, arme-zouar
- R.A. : Regia Aeronautica, pe A.M. : Aeronautica Militare, arme-aer
- R.M. : Regia Marina, arme-vor
- P.S. : Publica Sicurezza, polis
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibabet e voe evel arm-dorn standart an arme hag ar polis italian adalek 1934[1]. Kemeret e voe he flas er bloavezhioù 1950 gant ar Beretta M1951 en arme, hag implijet e voe c'hoazh gant ar Carabinieri er bloavezhioù 1970 betek ma voe dilezet evit ar Beretta 92 adalek ar bloavezhioù 1980.
Implijet e voe gant ar frankisted da vare brezel Spagn, hag arme Etiopia en Eil Brezel-bed ivez. Kalzik a ofiserien alaman a reas gant M1934 da vare ar brezel, daoust ma ne oa kevrat ebet etre ar Wehrmacht ha Beretta evit o fourvezañ. An armoù a veze prenet war-eeun peurliesañ gant an ofiserien pe sezizet da vare emgannoù a-enep partizaned italian[2].
Servijoù surentez er bed a-bezh o deus implijet an M1934 betek ar bloavezhioù 1990 a-wechoù, evel polis hag arme Gres, polis Libia hag arme Yougoslavia.
Ur bistolenn Beretta M1934 a voe implijet da zrouklazhañ Gandhi d'an 30 a viz Genver 1948 e New Delhi.