Mont d’an endalc’had

Beretta

Eus Wikipedia
Logo an embregerezh Beretta.

Beretta, e stumm hir Fabbrica d'Armi Pietro Beretta, zo un embregerezh prevez armoù-tan eus Italia. E armoù a vez implijet en armeoù, gant ar polis gant tennerien-sport er bed a-bezh. Beretta, savet er XVIvet kantved, eo ar produer pezhioù armoù-tan koshañ er bed, ha pourvezet en deus an holl vrezelioù bras en Europa abaoe 1650[1]. He sez a zo e Gardone (Lombardia).

Fakturenn evit 185 kanol akebut savet gant Bartolomeo Beretta, warnañ deiziad an 3 a viz Here 1526.

Kailh houarn a veze tennet deus Val Trompia, un draoñienn e proviñs Brescia (Lombardia) abaoe mare Impalaeriezh Roma. Brudet e oa al lec'h er Grennamzer evit e c'hovelioù. Goude an Azginivelezh e teuas da vezañ ur greizenn broduiñ armoù a bouez. E-kreiz ar XVIvet kantved e oa daou-ugent govel eno, pourvezet gant pemzek mengleuz hag eizh teuzerezh. Eno e oa ganet Beretta, e kêriadenn Gardone[2].

Ar c'hovel Beretta a zo anezhi abaoe deroù ar XVIvet kantved. Roud a zo eus ur fakturenn sinet d'an 3 a viz Here 1526 gant ar maestro di canne (mestr kanolier) Bartolomeo Beretta evit Republik Venezia evit 185 kanol akebut, 296 dugad o friz[3].

E 1571 e c'hounezas ar C'hevread Santel emgann Lepanto a-drugarez da ganolioù produet e traoñienn Gardone[4]. Kreskiñ a reas tamm-ha-tamm brud ar familh Beretta. E 1640 e kinnigas Giovani Antonio Beretta ur c'hanol da gargañ dre e gulasenn da Republik Venezia, met daoust d'e vodernelezh e oa re ger an arm nevez da vezañ produet a-rummadoù. E fin ar XVIIvet kantved e oa deuet Beretta da vezañ an eil produer kanolioù brasañ e Gardone[2]. E 1730 e oa ar familh Beretta produerien vrasañ kanolioù Norzh Italia. Redek a rae dour da vilin ar familh d'ar c'houlz-se : da skouer e c'houlennas gante Republik Napoli produiñ 12.000 fuzuilh, o baionetez hag 20.000 pistolenn. E 1760 e c'houlennas Republik Venezia 20.000 fuzuilh digant Beretta ha Giovani Batista, ur produour all eus ar memes rannvro. E deroù an XIXvet kantved e pourveze Beretta armeoù Napoleon Iañ gant armoù-tan, met fin an Impalaeriezh (1815) a lakaas kalz labouradegoù armoù da vont da get. Treuzvevañ a reas an embregerezh ha roet e voe e anv a-vremañ dezhañ, Fabbrica d'Armi Pietro Beretta. Chom a reas etre daouarn ar memes familh a glaske bepred diorren anezhañ en ur vodernizaat an aliesañ ar gwellañ an armoù kinniget hag an ostilhoù hag an teknikoù d'o froduiñ. Adalek 1870 e krogas an embregerezh da labourat war daou dakad disheñvel, an armoù brezel eus un tu, hag ar fuzuilhoù-chase eus an tu all.[4]

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Beretta M1918.

E 1918 e voe implijet gant arme Italia ar Beretta Model 1918, unan eus ar pistolennoù-mindrailher kentañ er bed. En Eil Brezel-bed e produas Beretta armoù-skoaz hag armoù-dorn evit arme Italia betek harz-brezel 1943. Diwar neuze e voe seziset an embregerezh gant an Alamaned ha produet armoù evite betek 1945.

Goude an Eil Brezel-bed e labouras Beretta war dresañ ha kempenn ar fuzuilhoù M1 Garand roet da arme Italia gant Stadoù-Unanet Amerika. An adstumm Beretta BM-59 a voe savet diwarne.

Er bloavezhioù 1980 e krogas Beretta da vezañ brudet en SUA pa voe choazet e bistolenn Beretta 92 evel arm servij an United States Army dindan an anv M9. Savet e voe ar strollad Beretta Firearms USA evit produiñ ha gwerzhañ armoù-tan eno. E 2014 e oa bet gwerzhet 600.000 pistolenn M9 da arme SUA[5].

Adalek fin ar bloavezhioù 1980 e krogas Beretta da brenañ embregerezhioù armoù italian (Benelli, Franchi) hag european. Bodet eo bremañ an holl embregerezhioù-se er strollad Beretta Holding. Perzh eo Beretta eus an Hénokiens, ur strollad embregerezhioù a zo bet savet daou gantved zo da nebeutañ ha perc'hennet gant ar memes familh abaoe.

Beretta 92FS

Pistolennoù damaotomatek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beretta M1915 / Beretta M1923
  • Beretta 318
  • Beretta 418
  • Beretta M1934 / Beretta M1935
  • Beretta 951
    • Beretta 1951-A
    • Beretta 951/57
    • Beretta 952
  • Beretta 70
    • Beretta 71 Jaguar
    • Beretta 72 Jaguar
    • Beretta 73, 74, 75
    • Beretta 76
    • Beretta 100, 101, 102
  • Beretta Cheetah
    • Beretta 81
    • Beretta 84
    • Beretta 85
    • Beretta 86
    • Beretta 87
    • Beretta 89
  • Beretta 8000
    • Beretta 8000 Cougar
    • Beretta 8045 Cougar
    • Beretta Cougar Inox
    • Beretta Mini Cougar
  • Beretta 90
  • Beretta 9000
    • Beretta 9000S
  • Beretta 92
    • Beretta 90two
    • Beretta 92F
    • Beretta 92F/FS
    • Beretta 92FS Inox
      • Beretta 92FS Compact
      • Beretta 92FS Centurion
      • Beretta 92FS Brigadier
      • Beretta 92FS Brigadier Inox
    • Beretta 92G Elite 1A
      • Beretta 92G Elite II
    • Beretta 92S
      • Beretta 92SB
        • Beretta 92SB-C
    • Beretta 92A1
    • M9 pistol
    • Beretta 92X
  • Beretta 96
    • Beretta 96A1
  • Beretta Px4 Storm
    • Beretta Px4 Storm Compact
    • Beretta Px4 Storm Subcompact
      Ur bistolenn Beretta APX.
  • Beretta U22 Neos
  • Beretta APX
  • Beretta 21 Bobcat
    • Beretta 21A Bobcat
  • Beretta 3032 Tomcat
  • Beretta 950 Jetfire
  • Beretta Nano
  • Beretta Pico

Revolverioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beretta Stampede
  • Beretta Laramie

Fuzuilhoù-pomp

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beretta 1200
  • Beretta 1200 FP
  • Beretta 1201
  • Beretta 1201FP
  • Beretta AL390
  • Beretta AL391 Urika ha Teknys
  • Beretta Tx4
    • Beretta Tx4 Storm
  • Beretta 1301
    • Beretta 1301 Comp
    • Beretta 1301 Tactical
  • Beretta A400
    • Beretta A400 Xcel
    • Beretta A400 Xtreme Unico
    • Beretta A400 Xtreme Plus
    • Beretta A400 Xplor Action
  • Beretta A 300 Outlander
  • Beretta A 350 Outlander
  • Beretta SO4, SO5 hag SO6
  • Beretta Xtrema
  • Beretta Xtrema 2
  • Beretta Model A series
  • Beretta UGB25 Xcel
  • Beretta Folder
  • Beretta Ultraleggero
  • Beretta Urika
  • Beretta Urika 2
  • Beretta RS 202-M2
  • Beretta LTLX7000
  • Beretta 470 Silver Hawk
  • Beretta 682
  • Beretta 692
  • Beretta DT-10
  • Beretta DT-11
  • Beretta Silver Pigeon
  • Beretta Bellmonte Due

Fuzuilhoù ha karabinennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beretta BM-59
  • Beretta 501 (fuzuilh sport)
  • Beretta Rx4 Storm
  • Beretta Cx4 Storm
  • Beretta BRX1
Ur soudard italian gantañ ur fuzuilh-arsailh Beretta ARX 160.

Fuzuilhoù-arsailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beretta AR70/90
  • Beretta AS70/90
  • Beretta AR-70/223
  • Beretta ARX 160
  • Beretta ARX 200

Pistolennoù-mindrailher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beretta M1918
  • Beretta M1938 hag hec'h adstummoù (38/42, 38/44, Modello 3 hag all)
  • Beretta M12 series
  • Beretta PMX
  • Beretta Mx4 Storm
  • Beretta M951R
  • Beretta 93R (pistolenn aotomatek)

Banneroù-greunadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Lisa ANDERSON, Still the big uns of weaponry, Chicago Tribune, 30/10/1990
  2. 2,0 ha2,1 (en) International Directory of Company Histories, Vol. 39. St. James Press, 2001
  3. (fr) Beretta de 1526 jusqu'à nos jours war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 02/01/2024)
  4. 4,0 ha4,1 (fr) MALHERBE Michel, Les pistolets Beretta, Pardès, 1991, 172 p., ISBN 978-2867141058
  5. (en) U.S. Army acquires additional Beretta M9 9 mm pistols, Shooting Illustrated, 29/07/2014 (lennet d'an 18/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan