Beretta M1915

Eus Wikipedia
Beretta Modello 1915
Skeudenn ar pennad Beretta M1915

Beretta M1915
Kinnig
Bro Banniel Rouantelezh Italia Rouantelezh Italia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, blowback
Munisionoù 7,65 Browning (stumm orin), 9 mm Parabellum, 9 mm Glisenti, 6,35 mm Browning
Produer Fabbrica d'armi Pietro Beretta
Mare implij 1915–1945 (Arme Italia)
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas 0,570 kg
Hirder 152 mm
Hirder ar c'hanol 86 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 55 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 280 m/s
Endalc'h Karger fiñv 7 kartouchenn
Adstummoù M1915/19, M1919, M1923
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Beretta Modello 1915 zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1915 gant an embregerezh italian Beretta.

Istor ha perzhioù nesañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet an M1915 gant an ijinour Tullio Marengoni diwar ar wikefre savet un nebeud bloavezhioù a-raok gant John Browning evit ar bistolenn Browning Hi-Power. Kambret e oa da gentañ evit kartouchennoù 7,65 mm Browning met ur stumm anezhi zo bet kambret e 9 x 19 mm Glisenti, diwar c’houlenn an arme italian a implije ar munision-se betek-neuze en he fistolenn Glisenti modello 1910.[1]

Daou berzh ispisial a oa d’ar Beretta M15 : he zoull-distrinkañ a oa a-us d’ar riklerez, ha n’eo ket war he c’hostez evel war galz armoù-dorn damaotomatek[2], ha ne oa ket kraban ebet, setu e veze skarzhet an douilhezioù goullo gant gazoù an darzhadenn goude pep tenn.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e voe ar Beretta M1915 gant an arme italian adalek 1915 da vare ar Brezel-bed Kentañ. Ar Beretta M1934 a gemeras he flas tamm-ha-tamm adalek kreiz ar bloavezhioù 1930, met implijet e voe an M1915 gant an arme da vare an Eil Brezel-bed ivez. Servijout a reas an arm en emgannoù brezel Spagn pa voe skoazellet ar frankisted gant renad Mussolini dre bourvezañ armoù a bep seurt dezhe.

E 1924 e voe amprouet an arm gant ur bodad gall abalamour e klaske an arme c’hall un arm-dorn damaotomatek nevez abaoe 1921. Ne voe ket dalc’het an M1915. Hervez an arbennigour Jean Huon[1] e oa bet kaset amprouadennoù ar Beretta M1915 gant kartouchennoù alaman 9 x 19 mm Parabellum, a oa re c’halloudus e-keñver ar re 9 mm Glisenti.

Stummoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beretta M1915/19[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwellaet e voe ar stumm orin oc'h ouzhpennañ dezhañ ur graban, o simplaat e sistem-surentez hag o lakaat un ibil e traoñ an dornell da aesaat ar c'hregiñ. Kambret e oa an M1915/19 evit kartouchennoù 7,65 Browning nemetken.

Beretta M1919[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm evit ar marc’hadoù sivil e oa an M1919, kambret evit munisionoù 6,35 Browning. Gwerzhet e voe an M19 etre 1920 ha 1939 ha berzh a reas.

Beretta M1923[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe ivez 1919/23. War an M1923 e voe ouzhpennet ur c’hi diavaez. Kambret e oa e 9 mm Parabellum hag e 9 mm Glisenti.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) MALHERBE Michel, Les pistolets Beretta, Pardès, 1991, pp. 32-39
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p. 79
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan