6,35 mm Browning
6,35 mm Browning | |
---|---|
Ur gartouchenn 6,35 mm Browning | |
Doare | |
Kalibr | .25 / 6,35 mm |
Doare douilhez | damvourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika Belgia (hervez ar CIP) |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 6,38 mm |
Ø trogleuziñ | 6,17 mm |
Ø kolier | 7 mm |
Ø korf an douilhez | 7,1 mm |
Ø strad | 7,7 mm |
Tevder ar strad | 1,1 mm |
Hirder an douilhez | 15,6 mm |
Hirder ar gartouchenn | 23,1 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 1 da 4 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 230 da 530 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 1.700 bar |
Energiezh ar vannadell | 85 da 200 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 6,35 Browning, e anv metrek 6,35 x 16 mm SR, anavezet ivez dindan an anvioù .25 ACP pe .25 Auto, zo ur munision ijinet e 1903 gant an amerikan John M. Browning evit ar pistolennoù damaotomatek bihan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deveret eo ar 6,35 Browning eus ar c'hartouchennoù kozh evel ar .25 Stevens hag ar 6,35 Pickerts. Pal ar c'halibr-mañ e oa bezañ ken galloudus evel unan .32 Smith & Wesson ha ken bihan evel unan .22 LR. John Browning en doa choazet e vefe skoet ar munision e-kreiz ha n'eo ket war he zro, ar pezh a zo gwelloc'h evit adkargañ an armoù damaotomatek pe aotomatek.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Izeloc'h eo energiezh ur vannadell 6,35 Browning evit unan .22 LR ha brasoc'h eo he zreuzkiz. Izeloc'h eo neuze he galloud-herzel.
Poblek e oa ar munision-mañ e penn-kentañ an XXvet kantved evit an dud a glaske ober gant pistolennoù bihan : polis, ofiserien, siviled amerikan o doa c'hoant da gaout un arm er gêr d'en em zifenn. Ar bistolenn Browning M1906, a implije ar munision-mañ, a oa deuet da vezañ poblek peogwir e c'halle bezañ renket pe kuzhet en ur c'hodell.
E fin an Eil Brezel-bed en deus ar .25 ACP kollet tachenn dirak ar munision 7,65 Court (.32 ACP) a oa marc'hadmatoc'h. Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu diouzh ar c'hiz en-dro hag armoù kambret e 6,35 Browning a vez kinniget bremañ gant ar merkoù CZ pe Beretta.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP