Brezel Spagn

Eus Wikipedia

Brezel Spagn
Dabrowszczacy przysiegaja wiernosc sprawie Republiki.jpg
Poloniz eus ar Brigadennoù etrebroadel
Maread 17 a viz Gouere 1936 - 1añ a viz Ebrel 1939
Lec'h Spagn, Sahara ar C'hornôg, Maroko spagnol, Ginea spagnol, Kanariez
Disoc'h trec'h ar vroadelourien
Emgannerien
Republikaned sikouret gant gouarnamantoù emren Galiza, Bro-Vask, Katalonia, hag URSS hag ar Brigadennoù etrebroadelBroadelourien sikouret gant Alamagn nazi ha Rouantelezh Italia
Kolloù
175 000 lazhet er stourm

100–130 000 trevour lazhet er zonenn frankour
Saozon: 500 lazhet ha 1200 gloazet

Stadunanat: 900 lazhet ha 1500 gloazet
110 000 lazhet er stourm
50 000 trevour alzhet er zonenn republikan

Brezel Spagn (anvet ivez Brezel diabarzh Spagn pe a-wechoù Dispac'h Spagn) a voe ur brezel-diabarzh e Spagn pa emsavas ar vroadelourien hag an tu dehoù e Spagn, harpet gant un darn eus an arme, a-enep gouarnamant an Eil Republik Spagnol, a oa skoret gant an tu kleiz ha gouarnamantoù emren Galiza, Euskadi, ha Katalonia. Kregiñ a reas d'ar 17 a viz Gouere 1936 hag echuiñ a reas d'ar 1añ a viz Ebrel 1939. Ar brezel-se a daolenner alies evel ur stourm etre an demokratelezh hag ar faskouriezh, dreist-holl pa weler an emglevioù a oa bet skoulmet gant pep kostezenn. En gwirionez e vefe reishoc'h komz eus ur brezel diabarzh etre ur reveulzi eus an tu kleiz hag un enep-reveulzi eus an tu dehoù. Trec'h e voe ar vroadelourien, ha neuze e krogas diktatouriezh ar jeneral Francisco Franco a chomas e penn Spagn betek e varv e 1975.

Darvoud istorel pennañ an XXvet kantved e Spagn eo Brezel Spagn, gantañ e vo gwashaet an enebiezhioù kevredigezhel politikel, ekonomikel, sevenadurel a oa e Spagn abaoe meur a vloaz.

A-raok ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe embannet an Eil republik e 1931 ez eas an traoù war washaat. Gwasket e voe an dud goude an emsavadeg a c'hoarvezas en Asturiez e 1934, ha reuz a savas ivez e 1936 goude trec'h Talbenn ar Bobl (Frente Popular) en dilennadegoù.

Kudenn prizonidi an Emsavadeg asturian a chome un dalc'h da vezañ diskoulmet. Ur wech dilennet e voe dieubet ar brizonidi gant ar Frente Popular, ar pezh a lakas ar gounnar da sevel e tu ar vroadelourien ,dreist-holl el lu en devoa flastret an emsavadeg.

Deroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar brezel a oa kroget goude ar pronunciamiento (diskleriadur enebiñ) embannet gant ur strollad jeneraled eus lu Republik Spagn. E-penn kentañ e oant dindan sujidigezh José Sanjurjo, a-enep ar gouarnamant dilennet. Ar gouarnamant a oa sturiet gant ar prezidant Manuel Azaña. Ar vroadelourien a oa harpet gant strolladoù lies mirour, e-touezh ar re-se e oa adkavet Kengevread Spagnol an dehoù emren (Confederación Española de Derechas Autónomas, CEDA), harperien ar vonarkiezh evel ar virourien relijiel (Karlisted) hag ar Falange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista, ur strollad awenet gant ar faskouriezh. Sanjurjo a oa marvet en ur gwallzarvoud karr-nij pa oa o tistreiñ eus un harlu er Portugal, profitet en devoe Franco evit kemer penn an taol-stad.

Red an darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An taol-stad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 17 a viz Gouere 1936 en em savas an arme e Melilla, e Marokko, ha tamm ha tamm e kazarnioù arall. Neuze e krogas ur brezel dic'hortoz, hir ha drastus.

E tiriadoù zo hag a oa dalc'het gant ar Republikaned e voe ivez un dispac'h sokial : kenberc'hennet e voe an douaroù hag al labouradegoù, hag an anarkourien a glaskas arnodiñ aozadur sokialour ar gevredigezh.

Deiziadoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1936[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stad an traoù e miz Eost 1936

1937[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stad an traoù e miz Here 1937
Dismantroù Gernika-Lumo goude ar vombezadeg

1938[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stad an traoù e miz Du 1938

1939[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stad an traoù e penn-kentañ 1939:takad dindan dalc'h ar vroadelourien e gris, hini ar republikaned e gwenn

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.