Mont d’an endalc’had

Falange Española de las JONS

Eus Wikipedia
Falange Española de las JONS
political party in Spain
Deiziad krouiñC'hwevrer 1934 Kemmañ
Anv ofisielFalange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista Kemmañ
Anv berrFE de las JONS Kemmañ
DiazezerJosé Antonio Primo de Rivera, Ramiro Ledesma Ramos, Julio Ruiz de Alda Miqueleiz Kemmañ
PrezidantJosé Antonio Primo de Rivera, Manuel Hedilla Larrey Kemmañ
Kan broadelCara al sol Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Political alignmentright-wing extremism, Third Position Kemmañ
IsaozadurSección Femenina Kemmañ
Sez sokialMadrid Kemmañ
Bet erlec'hiet gantFalange Española Tradicionalista y de las JONS Kemmañ
Erlec'hiañ a raFalange Española, Juntas de Ofensiva Nacional-Sindicalista Kemmañ
Darvoud-alc'hwezproclamation Kemmañ
Deiziad divodañ19 Ebr 1937 Kemmañ
Banniel FE de las JONS

Ar Falange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista, anvet aliesoc'h Falange Española de las JONS, berraet e FE de las JONS, a oa ur strollad politikel spagnol broadelour awenet gant faskouriezh Benito Mussolini.

Da vare an Eil Republik spagnol e voe ganet hag e kreskas an aozadur, a voe savet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1934 dre gendeuziñ Las Juntas de Ofensiva Nacional-Sindicalista (JONS) savet gant Onésimo Redondo ha Ramiro Ledesma Ramos, ha Falange Española (FE) José Antonio Primo de Rivera.

Harpet e oa gant an tu dehoù hag an dud a urzh ; implijet eo bet evel arm a-enep tud an tu kleiz pellañ, evit degas safar er vuhez politikel spagnol ha sikour gant ar vroadelourien da brientiñ taol-Stad an 17 a viz Gouere 1936 hag a gasas da Vrezel Spagn.
Ne oa ket eus un harp bras er boblañs evit al luskad, met bev-birvidik e oa. E obererezhioù feuls lies (betek ar muntr), al liammoù krouet gant strolladoù an tu dehoù o lakaat anezho da vont muioc'h-mui war hent ar feulster pe ar c'hoant da gaout ur galloud kreñv e-penn ar gevredigezh e Spagn o devoa krouet un aergelc'h distabil er vro.

Gant ma oa aet an trec'h gant an tu kleiz, el Frente Popular, e miz C'hwevrer 1936, izili aozadurioù yaouankiz an tu dehoù a oa aet fae gant an doareoù sioul ha reizh hervez lezenn. Reoù ar CEDA (Confederación Española de Derechas Autónomas) dreist-holl a lakae war-raok e oa dre fazi ar strolladoù sioul eus an tu dehoù e oa bet trec'h an tu kleiz. Kroget e oant o-unan-penn gant obererezhioù feuls harpet gant izili ar Falange Española de las JONS. An trouz a veze savet gant an aozadurioù yaouankiz-se a lakae selloù ar gouarnamant warno ha n'eo ket war-du jeneraled al lu a oa o prientiñ an taol-Stad.

Dre e gengrouer José Antonio Primo de Rivera en devoa FE de las JONS kemeret perzh en holl iriennoù pe daolioù-stad milourel c'hwitet a voe e-pad mare ar Republik. Er mizioù diwezhañ a-raok an taol-stad, ar strollad en devoa kemeret perzh en obererezhioù prientiñ an emsavadeg milourel. Ar Falange ne oa ket bet goulennet e sikour evit an taol, met Primo de Rivera a glaskas dre e holl bouez kemer perzh dre ma oa bet santet gantañ e oa tu d'an taol da zont a-benn.