Falange Española

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.


Ar Falanks Spagnol (Falange Española e spagnoleg) a oa ur strollad politikel spagnol awenet gant ar vroadelouriezh, ar faskouriezh hag ar gatoligiezh.
Savet e voe d'an 29 a viz Here 1933 gant José Antonio Primo de Rivera, mab da Miguel Primo de Rivera, bet diktatour Spagn etre 1923 ha 1930.
Dibad e voe, pa zivodas d'ar 15 a viz C'hwevrer 1934 evit kendeuziñ gant ar strollad Juntas de Ofensiva Nacional-Sindicalista (JONS) : Falange Española de las JONS (FE de las JONS) e voe anv ar strollad nevez.
Goude berzh ar faskourien italian gant o c'herzhadeg war-du Roma, aozet gant Benito Mussolini en 1922, e voe klasket en anner sevel un aozadur heñvel ouzh hini Italia.