Miguel Primo de Rivera
Miguel Primo de Rivera y Orbaneja, 2l Markiz Estella, 22vet Kont Sobremonte, ganet d'an 8 a viz Genver 1870 ha marvet d'ar 16 a viz Meurzh 1930), a oa un noblañs uhel, ofiser soudard ha diktatour spagnol. Bet e oa bet kentañ ministr Bro-Spagn etre 1923 ha 1930 da vare an adsavidigezh. Krediñ a rae don e oa dre fazi ar bolitkourien e oa aet Bro-Spagn war wanaat. Evitañ e oa ezhomm ren ar vro hepto evit adsevel ar vroad. Lugan de Rivera a oa "Patria, Religión y Monarquía". An istorourien a ra anezhañ un diktatour gwan, hep mennozhioù sklaer, hag a oa deuet a-benn da vezañ gwelet fall gant ar re a oa sañset harpañ anezhañ evel al lu spagnol.
E vab José Antonio Primo de Rivera a vo un den poltikel pouezus er bloavezhioù goude ren e dad.

El Desembarco de Alhucemas, gant José Moreno Carbonero. De Rivera a zo taolennet evel saveteer ar vro.