Taol-Stad Gouhere 1936 e Spagn

Eus Wikipedia
Taol-Stad Gouhere 1936

e Spagn

Stad Spagn betek ar 25 a viz Gouhere 1936

  • ██ Takad emsavet
  • ██ Takad republikan
  • Kenarroud
    Deiziad 17-23 a viz Gouhere 1936
    Lec'h Banniel Spagn Spagn[n 1]
    Brouderien 7 ofiser eus Lu Spagn[n 2]
    Abegoù Brete gladaozel • Brete relijiel • Brete sokial • Broadelouriezhoù • Dispac'h micherour • Displijadur al Lu
    Mennozhioù Broadelouriezh spagnol • EnepfrañmasonerezhEnepkomunouriezhEnepyuzevegezhFaskouriezhKatoligiezhMirouriezhUnpennelouriezh
    Gouarnamant kent
    Stumm Republik parlamantel
    Penn Manuel Azaña Díaz
    Gouarnamant nevez
    Stumm • Takad emsavet : diktatouriezh vilourel

    • Takad republikan : republik parlamantel

    Penn • Takad emsavet : Miguel Cabanellas Ferrer

    • Takad republikan : Manuel Azaña Díaz


    Taol-Stad Gouhere 1936 e Spagn (spagnoleg : Golpe de Estado en España de julio de 1936) a reer eus un emsavadeg broadelour ha milourel evit skarzhañ gouarnamant Spagn ha reiñ lamm d'an Eil Republik spagnol. Faezhet e voe ar vilourien, ar pezh a gasas da Vrezel Spagn.

    Daou du a oa deuet war wel : hini ar Vroadelourien, harpet gant ar virourien, ar roueelourien hag an Iliz, enebet ouzh ar Republikaned a oa harpet gant an tu kleiz pellañ (anveliourien ha komunourien. An taol-Stad gwirion a oa kroget da vat d'an 18 a viz Gouhere 1936, zoken pa oa emsavet Maroko spagnol d'ar 17.

    Ur c'hwitadenn e voe an taol-Stad dre ma ne oa ket bet kemeret ar galloud gant an emsavidi met kentoc'h e oa bet degaset un troc'h el lu spagnol a-fed mestroniañ an tiriad. Diasur e oa trec'h ar vroadelourien er brezel, met dre ar mank a harp gant broioù ar C'hornôg, ha gant harp eeun broioù an Ahel d'ar vroadelourien, e voe trec'het garv ar Republikaned a-benn ar fin ha boulc'het ren Francisco Franco, deuet da vezañ penn Spagn ha lesanvet el caudillo, "ar c'habiten".