Mont d’an endalc’had

Ginea ar C'heheder

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ginea spagnol)
Evit sterioù all ar ger Ginea, gwelet amañ.
República de Guinea Ecuatorial
République de Guinée équatoriale
República da Guiné Equatorial

Republik Ginea ar C'heheder
Banniel Ginea ar C'heheder Skoed-ardamez Ginea ar C'heheder
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Unidad, Paz, Justicia  
Unité, Paix, Justice  
Unidade, Paz, Justiça
(Unaniezh, Peoc’h, Justis)
Kan broadel: Caminemos Pisando la Senda de Nuestra Inmensa Felicidad
Lec'hiadur Ginea ar C'heheder
Lec'hiadur Ginea ar C'heheder
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Malabo


3°21′N 8°40′R

Yezh(où) ofisiel Spagnoleg, galleg, portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Teodoro Obiang Nguema Mbasogo
 - Kentañ ministr Manuel Osa Nsue Nsua (es)
Gorread
 - Hollad 28 050 km²
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur Gouere 2023 1 714 672 ()
 - Stankter 61/km² (154vet)
Gwerzhid-eur (UTC+ 1)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 1)
Kod kenrouedad .gq
Kod pellgomz +240

Ginea ar C'heheder zo ur stad eus Afrika, war ribl ar Meurvor Atlantel. Unan eus broioù bihanañ Afrika eo.

Div lodenn a ya d’ober Ginea ar C’heheder, an eil war an douar-bras, anvet Mbini (gwechall Río Muni) gant un nebeud inizi bihan tost d’an aod, hag eben en donvor, enez Bioko (anvet gwechall Fernando Poo) hag enez Annobón. Emañ ar gêr-benn, Malabo (anvet gwechall Santa Isabel), war enez Bioko. Ur 150.000 den bennak zo o chom er gêr-benn. En-dro da C’hinea ar C’heheder emañ Kameroun en norzh, Gabon er su hag er reter, hag ar mor, gant Pleg-mor Ginea er c’hornôg. Evel m’en diskouez an anv emañ e-kichen ar C’heheder.

Unan eus trevadennoù Spagn e oa Ginea ar C'heheder gwechall. Gant se ez eo unan eus al lec’hioù en Afrika m’eo ofisiel ar spagnoleg, ouzhpenn kêrioù Ceuta ha Melilla, ha Sahara ar C'hornôg.

Enez Bioko a voe kavet e 1471 gant ar moraer portugalat Fernão do Pó, anavezet ivez e spagnoleg evel Fernando Poo, pa oa o klask un hent da vont war-zu Indez. Badeziñ a reas an enezenn Flor Formosa (ar vleunienn gaer), met goude-se e voe lakaet dezhi anv an ergerzher deuet eus Portugal. Trevadennet e voe inizi Fernando Poo hag Annobón gant Portugaliz adalek 1474. Chom a reas an div enezenn en o dalc’h betek 1778, ha neuze e voent roet da Vro-Spagn, a-gevret gant ar gwir d’ober kenwerzh war douaroù all eus ar c’hevandir, en eskemm ouzh douaroù eus Suamerika. Etre 1827 ha 1843 e oa bet Saozon war an enez, implijet ganto en o stourm ouzh kenwerzh ar sklaved. Al lodenn a oa war an douar-bras, Río Muni, a zeuas da vezañ ur vro-warezet e 1885 hag un drevadenn spagnol e 1900.

Rannoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Proviñsoù Ginea ar C'heheder

Div rannvro, rannet e 7 proviñs, a ya d'ober Ginea ar C'heheder :

Kartenn Ginea ar C'heheder