Banniel Ginea ar C'heheder

Eus Wikipedia
Banniel Ginea ar C'heheder

Banniel Ginea ar C'heheder eo banniel broadel Ginea ar C'heheder abaoe dizalc'hiezh ar vro d'an 12 a viz Here 1968. Dilezet e voe etre 1972 ha 1979 e-pad diktatouriezh Francisco Macías Nguema.

Graet eo gant un tric'horn glas (arouez ar mor) a-gleiz ha teir bandenn a-blaen gwer (arouez ar c'hoadeier), gwenn (arouez ar peoc'h) ha ruz (arouez ar gwad skuilhet evit an dieubidigezh). Er vandenn wenn emañ ardamez ar vro (gwezenn eus ar genad Bombax gant 6 steredenn velen a-us dezhi, arouezioù an tiriad kevandirel hag an inizi, ha ger-stur ar vro a-is: Unidad, Paz, Justicia ("Unded, Peoc'h, Justis")).

Banniel all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]