Francisco Macías Nguema
Francisco Macías Nguema (1 a viz Genver 1924 - 29 a viz Gwengolo 1979) a oa ur politikour eus Ginea ar C'heheder, bet prezidant kentañ ar vro.
E 1964 e voe dilennet da vesprezidant gouarnamant emren Ginea ar C'heheder hag e miz Here 1968 ec'h eas da brezidant kentañ ar Stad dizalc'h. Nebeut goude e lakaas da herzel ha lazhañ e eneberien, evel Bonifacio Ondo Edu, bet prezidant ar gouarnamant emren. E 1972 e krogas an diktatouriezh pa en em lakaas prezidant da viken, ministr kentañ ha ministr ar justis hag an arc'hant. E-pad e renad e varvas pe mont en harlu un drederenn eus poblañs ar vro.
D'an 3 a viz Eost 1979 e voe distroadet en un taol-Stad aozet gant e niz Teodoro Obiang Nguema Mbasogo, asambles gant soudarded. Barnet e voe Nguema d'ar marv evit gouennlazh (50 000 den lazhet). Fuzuilhet e voe d'an 29 a viz Gwengolo gant ar gward roueel marokan dre na faote ket d'ar soudarded ginean hen ober pa soñje dezhe e oa Nguema un astez doue.
Prezidanted Ginea ar C'heheder |
|||
---|---|---|---|
|