Diktatour

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adolf Hitler
Jozef Stalin

Un diktatour zo un den e penn ur stad, o ren anezhi e unan, pe hogozig, en ur mod aotrouniek. Torgammet e vez gwirioù mab-den gantañ. An diktatouriezh a vez graet eus seurt renad politikel.

Ar ger "dictator" - « an hini hag a gomz » hervez an etimologiezh - a veze implijet e Roma an Henamzer pa veze ur vagistraturenn dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad.

Evit renerien-bro eus ar maread modern (goude ar bloavezhioù 1930) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un tirant gwechall e-pad amzer ar roueed hag an impalaerien (Loeiz XIV a Vro-C'hall ha Napoleone Buonaparte da skouer).

Dre vras e vez lavaret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod aotrouniek-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur poutch (en Amerika Latin da skouer) pe goude ur brezel diabarzh (Francisco Franco e Bro-Spagn da skouer). Lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag en em lakaet diktatourien goude (Adolf Hitler da skouer).

E-penn rejimoù hollveliour an XXvet kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh.

Lesanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plijout a ra d'an diktatourien reiñ ul lesanv sklokus dezho o-unan, evel impalaer, roue, komandour, tad, levier pe c'hoazh "ar rener meur". Lesanvet Fürher e oa Hitler, "tad bihan ar pobloù" Stalin, il duce Mussolini, "al levier meur" Mao Zedong, el caudillo Franco ha diktatourien spagnolek all.

Un nebeud diktatourien brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennet en-demokratel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renerion komunour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud a relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levlennadur ha filmadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù-arnod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diktatourien er sevenadur poblek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]