Mont d’an endalc’had

FN 303

Eus Wikipedia
FN 303
Skeudenn ar pennad FN 303

Ur fuzuilh FN 303
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Mont en-dro Fuzuilh dre aer wasket
Kalibr 17,3 mm
Munision Boledoù damsferek savet e latex pe e glikol
Produer FN Herstal
Mare produiñ Abaoe 2003
Pouez ha muzulioù
Mas 2,3 kg
Hirder 740 mm
Hirder ar c'hanol 250 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 70 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 85 m/s
Endalc'h Karger-fiñv taboulin 15 bannadell
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An FN 303 zo ur fuzuilh dre aer wasket produet gant an embregerezh armoù-tan belgiat FN Herstal abaoe 2003. Un arm izel e varvusted eo hervez e saver[1]. Soñjet eo bet evit bezañ implijet gant ar polis. Tennañ a ra bannadelloù damsferek disheñvel o danvez hervez o implij (pleustriñ, merkañ dilhad tud gant livaj en ur mod padus pe get, mirout un den da c'hellet fiñval)[2]. Implijet e vez gant nerzhioù polis broioù a bep seurt evel Belgia[3], Portugal, Turkia, Bulgaria, pe Arc'hantina. Un nebeud armeoù a ra ganti ivez, en zouez hini Stadoù-Unanet Amerika[4].

  1. (en) FN 303 war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 20/09/2024)
  2. (en) FN 303 Projectiles war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 20/09/2024)
  3. (fr) GROSJEAN Gaspard, Nos polices s'équipent du FN-303, l'arme qui ne tue pas (diellet), La Meuse, 26/06/2013 (lennet d'an 20/09/2024)
  4. (en) MARLOWE Tom, Peacekeeping and Policing, Special Operations Technology (diellet), 2008 (lennet d'an 22/09/2024)