FN FNP
FN FNP | |
---|---|
FN FNP-40 | |
Kinnig | |
Bro | Belgia Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un-ober/daou-ober |
Munisionoù | .45 ACP (FNP-45) 9 mm Parabellum (FNP-9) .357 SIG (FN-357) .40 S&W (FN-40) |
Produer orin | FN Herstal |
Mare produiñ | 2003 - 2011 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,700 kg 0,757 kg (FNP-40) 0,919 kg (FNP-45) |
Hirder | 188 mm 199 mm (FNP-45) |
Hirder ar c'hanol | 102 mm 114 mm (FNP-45) |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 253 m/s |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv 14 kartouchenn(FN-40) 15 kartouchenn (FNP-45, FNP-357) 16 kartouchenn (FNP-9) 10 kartouchenn (an holl galibroù, evit doujañ ouzh lezennoù broioù 'zo) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An FN FNP zo ur bistolenn damaotomatek un-ober/daou-ober bet produet etre 2003 ha 2011 gant an FN Herstal (e Belgia) evit ar marc'had european ha gant an FNH USA, rann stadunanat an embregerezh, evit ar marc'had amerikan[1].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pimpatromoù kentañ an FNP-9 (he stumm e 9 mm Parabellum) a oa prest e 2001, met ne grogas ar produiñ da vat nemet e 2003. Daou stumm all (FNP-357 hag FNP-40) a zo heñvel war-bouez o c'halibr. Ar stumm FNP-45, kambret e .45 ACP, a zo un tammig disheñvel abalamour dezhañ bezañ bet savet evit ezhommoù arme ar Stadoù-Unanet : kemmet eo bet e gouch, pouez-loc'hañ e zraen, ha gellet a raer implijout anezhañ e mod daouzehouiat[2].
Gwerzhet ez eus bet ur stumm sivil eus an FNP-9 anvet Browning PRO-9[1]. Ar rummad FNX en deus kemeret plas an FNP war gatalog an FN Herstal adalek 2009.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) FNP-9 / Browning PRO-9 pistol (Belgium / USA) (diellet) war World Guns (lennet d'an 03/09/2024)
- ↑ (en) VANDERLINDEN Anthony, Inside The Pistols Of FNH USA, American Rifleman, 29/07/2010 (lennet d'an 03/09/2024)