FN P90
| FN P90 | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher FN P90 hag he c'harger | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher damaotomatek/aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munision | 5,7 × 28 mm FN |
| Produer | FN Herstal |
| Bloavezh krouidigezh | 1990 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 2,6 kg |
| Hirder | 505 mm |
| Hirder ar c'hanol | 264 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 200 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 715 m/s |
| Lusk-tennañ | 850-1.100 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv 50 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An FN P90, pe FN Project 1990, a zo ur bistolenn-vindrailher doare arm difenn personel (saozneg : PDW, Personal Defense Weapon) ijinet ha savet gant FN Herstal e Belgia.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa bet evel diskoulm d'ur goulenn a-berzh AFNA evit kemer plas an armoù 9 × 19 mm Parabellum. Ar P90 a oa bet savet evel un arm berr-tre (505 mm) met gant ur galloud-tennañ kreñv (karger-fiñv 50 kartouchenn[1], modoù tennañ damaotomatek pe aotomatek) evit bourzhidi karbedoù, soudarded an dafariñ, nerzhioù ispisial hag an unvezioù enep-sponterezh[2]. Ur bizer optek a zo savet war an holl P90[1].
Savet e oa bet asambles ar pistolennoù FN Five-seveN hag an FN P90 kement hag ar c'harger FN 5,7 × 28 mm. Ar P90 a oa bet kinniget e 1990, hag ar Five-seven e 1998 evel ur bistolenn dezhi ar memes kartouchennoù 5,7 × 28 mm, uheloc'h o galloud-toullañ evit hini an 9 mm Parabellum, er jiletennoù enep-boledoù da skouer[2]. Ar c'halibr-mañ zo bremañ implijet en ur mod ofisiel gant an AFNA.