5,7 × 28 mm
| 5,7 × 28 mm | |
|---|---|
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Produer | FN Herstal |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,70 mm |
| Ø trogleuziñ | 5,53 mm |
| Ø kolier | 6,38 mm |
| Ø skoaz | 7,95 mm |
| Ø korf an douilhez | 7,95 mm |
| Ø strad | 7,80 mm |
| Tevder ar strad | 1,14 mm |
| Hirder an douilhez | 28,90 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 40,50 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 1,5 da 2,6 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 716 da 933 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4.450 bar |
| Energiezh ar vannadell | 515 da 789 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 5,7 × 28 mm zo ur munision ijinet er bloavezhioù 1990[1] gant an embregerezh belgiat FN Herstal evit an armoù-dorn. Implijet e veze da gentañ er pistolennoù Five-SeveN hag er pistolennoù-mindrailher FN P90. Deuet eo da vezañ unan eus kalibroù standart AFNA[2].
Hervez o froduer eo uheloc'h o galloud-herzel evit kartouchennoù 9 mm Parabellum, ha gouest int da dreuziñ tokarnioù pe jiletennoù enepboledoù an arme betek 200 metr. Koulskoude e kollont ar braz eus o galloud goude 200 metr ha n'int ket gouest da dreuziñ ouzhpenn 40 cm jelatin, ar pezh a zo mat evit an nerzhioù polis pe surentez o deus ezhomm da gaout munisionoù gante nebeutoc'h a riskloù da vont pelloc'h evit o sibl[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa kambret un dornad armoù hepken (evel an AR-57) evit ar 5,7 × 28 mm betek ar bloavezhioù 2010, ledanaat a ra o listenn abaoe un nebeud bloavezhioù. Embregerezhioù bras a ginnig bremañ pistolennoù evit ar gartouchenn : Ruger 5.7, Smith & Wesson M&P, TİSAŞ PX-5.7 ha KelTec PR57 da skouer[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) FORKER Bob, The 5.7x28FN e Guns&Ammo, 28/05/2008 (diellet)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) 5.7x28mm NATO cartridges war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 30/06/2024)
- ↑ (en) WAGNER Scott W., Head-to-Head: The Big Three 5.7×28 mm Handguns, USCCA, 08/04/2023 (lennet d'ar 14/09/2025)