Browning Auto-5
| Browning Auto-5
(Remington Model 11) | |
|---|---|
Ur fuzuilh Remington Model 11, kopienn ar Browning Auto-5 dindan aotre | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh flour he c'hanol damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil hir ar c'hanol |
| Munisionoù | Kalibr 12 Kalibr 16 Kalibr 20 |
| Produerien | FN Herstal Remington Savage |
| Mare implij | Abaoe 1905 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,100 kg |
| Hirder | 1 270 mm |
| Hirder ar c'hanol | 711 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 30-40 m d'ar muiañ (kalibr 12) |
| Endalc'h | 1 gartouchenn er gambr + karger korzennek 4 c'hartouchenn (da gentañ) / 2 gartouchenn (adstumm) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C (pe B evit ar stummoù 4+1 gartouchenn) |
Ar Browning Auto-5, anvet ivez Browning Automatic 5 pe Browning A5, zo ur fuzuilh-chase bet produet eus 1902 betek 1998 gant an embregerezh belgiat FN Herstal (Liège). Ar fuzuilh-chase damaotomatek kentañ e voe[1] hag unan eus an armoù anavezetañ e bed ar chase. 2,7 milion a skouerennoù anezhi a voe gwerzhet e-pad an XXvet kantved[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet e voe an Auto-5 gant John Browning e 1898. Lakaat a reas ur breved warni e 1900[1]. Ar fuzuilh damaotomatek kentañ e oa, enni 5 kartouchenn en he stumm orin. Mont a rae en-dro gant ur sistem tennata dre argil hir ar c'hanol, pourveziet gant ur c'harger korzennek ennañ 4 c'hartouchenn[3]. Un dispac'h e oa pa rae ar chaseourien betek neuze gant fuzuilhoù daou ganol daou-denn nemetken, d'ar muiañ. Browning a ginnigas e arm nevez da Winchester, a nac'has anezhañ. Emgav a dapas neuze e 1902 gant Marcellus Hartley, patron an embregerezh Remington, met hemañ a varvas deiz an emgav diwar un taol-kalon. A-benn ar fin ez eas Browning da ginnig e fuzuilh d'an embregerezh FN Herstal, a gomprenas buan e raje berzh hag a asantas produiñ anezhi adalek 1905.
Estreget e bed ar chase e voe implijet an Auto-5 : servijout a reas evel trench gun (arm fozioù-brezel) etre daouarn ar soudarded stadunanat da vare ar Brezel-bed Kentañ, a implije anezhi da aloubiñ an trañcheoù alaman.
Lesanvet e vez humpback (bosennek) e saozneg. Stummoù all dindan aotre a voe produet gant an embregerezhioù Remington (Model 11) ha Savage (Model 720, Model 745)[2]. Franchi, Breda (Italia) ha TOZ (Rusia) o deus graet kopiennoù eus an arm ivez[3].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An torfedour stadunanat Clyde Barrow a implijas un Auto-5 kalibr 16 troc'het he c'hanol e-pad e dec'hadenn daou vloavezh, eus 1932 betek e varv. An arm zo bet gwerzhet e 850 000$ diouzh ar c'hresk en Texas e miz Eost 2026[4].
- Ur Remington Model 11 kalibr 20 a voe implijet gant ar c'haner stadunanat Kurt Cobain evit en em zistruj d'ar 5 a viz Ebrel 1994[5][6].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) SHIRLEY H. M. Jr., Browning Auto-5 Shotguns, The Belgian FN Production, eil embannadur, Wet Dog Publications, 2010, 100 p., ISBN 978-0970799760
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 276-277
- 1 2 (en) Browning Auto-5 war al lec'hienn Military Factory (lennet d'ar 27/04/2024)
- 1 2 (en) Maxim Popenker, Browning Auto-5, Modern Firearms (lennet d'ar 24/08/2026)
- ↑ (fr) Yoan Duvel, Rock Island : le fusil de Clyde Barrow s’envole à 850 000 dollars, Cibles, 24/08/2026
- ↑ (en) FISHER Greg, Cops: New photos show Kurt Cobain suicide gun, CBS News, 17/03/2016 (lennet d'ar 01/05/2025)
- ↑ (fr) Des photos de l'arme que Kurt Cobain a utilisé pour se suicider, Le Monde, 18/03/2016 (lennet d'ar 01/05/2025)
| |||||||||||||||||