Savage Arms
Savage Arms zo un embregerezh armoù-tan hiniennel stadunanat diazezet e Westfield (Massachusetts).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe Savage Arms e 1894 e Utica (Stad New-York) gant Arthur Savage (1857-1938), ur breizhveurat ganet e Kingston (Jamaika) hag erruet er Stadoù-Unanet e 1893[1]. E 1899 e kinnigas ar Model 99, ur garabinenn loc'henn-grogenn dezhi ur c'harger-dro a reas berzh hag a voe produet betek 1997.[2] Klask a reas an embregerezh kinnig ur bistolenn kambret e .45 ACP da arme ar Stadoù-Unanet e 1908, met korbellet e voe ha dibabet ar Colt M1911 en e blas.[1]
E 1912 e werzhas Arthur Savage e embregerezh, a viras e anv. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e produas Savage mindrailherezioù Lewis evit ar c'hirri-nij brezel hag armoù hiniennel evit ar Stadoù-Unanet, Frañs, Kanada ha Portugal. Goude ar brezel e kreskas o prenañ embregerezhioù all evel J. Stevens Arms e 1920. Er bloavezhioù 1930 e laboure 3000 den evit Savage. E 1941 ez eas ar Stadoù-Unanet tre en Eil Brezel-bed. E-pad ar brezel e produas an embregerezh tro 1.400.000 pistolenn-vindrailher Thompson, ouzhpenn ur milion fuzuilhoù Lee Enfield Mark IV ha mindrailherezioù .30 ha .50 evit ar c'hirri-nij brezel.[2]
Goude ar brezel e tiskennas ar goulenn war an armoù-tan ha ne zeuas ket a-benn Savage da dalañ mat ouzh an endroadur-se. 3 uzin a voe serret ha dilojañ a reas al labouradeg a chome da Westfield, e-lec'h m'emañ bremañ.[2]
E 1988 e oa Savage Arms e stad freuz-stal. Choazet e voe Ron Coburn evel prezidant.[1] Adaozañ a reas an embregerezh penn-da-benn. Tennet e voe an holl armoù kozh diwar katalog ar merk war-bouez ar c'harabinennoù-morailh Model 110. Diwar ar 479 implijad e chomas 103 da labourat en ti hepken.[2] Strivoù a voe graet evit gwellaat peuraoz ha neuz an armoù en ur cheñch ar c'hoad implijet da skouer. Coburn a brenas an embregerezh e 1995.
Ar strollad embregerezhioù Vista Outdoor a oa perc'henn war Savage etre 2013 ha 2019. Savage Arms a brodu hiziv-an-deiz karabinennoù, fuzuilhoù-chase hag un nebeud armoù-dorn, dindan an anvioù merkoù Savage ha Stevens.[3]
Produioù an embregerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karabinennoù ha fuzuilhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Model 99
- Model 110
- Model 720
- Model 745
- Model 64
- Model Mk 1
- A17/A22
- B17/B22
- Model 67
- Model 69
- Model 24
- Model 93
Pistolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Savage Model 1907
- rummad Micro Compact
- kopiennoù ar Colt M1911
Munisionoù ijinet gant Savage[1][kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- .303 Savage
- .22 Savage Hi-Power
- .250-3000 Savage
- .300 Savage
Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) FORTIER David M., A history of Savage Arms war Fire Arms News, 06/01/2022 (lennet d'an 12/05/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) FORTIER David, A brief history of Savage Arms e Rifle Shooter, 22/06/2011 (lennet d'an 12/05/2024)
- ↑ (en) Firearms war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 12/05/2024)