Mont d’an endalc’had

Thompson (pistolennoù-mindrailher)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Thompson M1)
Thompson M1


Ur bistolenn-vindrailher Thompson M1A1 implijet en Eil Brezel-bed
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munision .45 ACP
Produerien Savage Arms Company
Auto Ordnance
Mare implij Adalek 1942
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 4,82 kg
Hirder 813 mm
Hirder ar c'hanol 266 mm

Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 280 m/s
Lusk-tennañ 500 t/mn
Endalc'h Karger fiñv 20 pe 30 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An Thompson zo ur rummad pistolennoù-mindrailher bet ijinet gant ar Stadunanad John T. Thompson ha produet e meur a stumm etre 1921 ha 1945. Brudet int evit bezañ bet implijet gant gangsterien er bloavezhioù 1920 ha 1930 da gentañ, ha gant an arme stadunanat ha lod eus he c'hevredidi adalek kreiz an Eil Brezel-bed, dindan ar stummoù M1928A, M1, hag M1A1.

Er bloavezhioù 1920 e oa bet produet un nebeud miliadoù a bistolennoù-mindrailher Thompson M1921. Daoust d'o implij gant an IRA en Iwerzhon ha d'o skeudenn vrudet abalamour d'ar gangsters a rae gante, n'o doa ket graet berzh, ha 4.750 skouerenn diwar ar 15.000 produet ne oant ket bet gwerzhet e 1939[1].

D'ar poent-se e tarzhas an Eil Brezel-bed en Europa. An M1921 e oa ar bistolenn-vindrailher aes da gavout nemeti evit pourveziañ buan armeoù Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet. Simplaet e voe anezhi gant an embregerezh Savage a dennas da skouer ar bannoù-yenaat a oa war he c'hanol hag a lakaas ur c'harger eeun e plas ar c'harger ront[2]. Dibabet e voe an arm nevez gant an US Army adalek 1942 hag ouzhpenn 1,5 milion a skouerennoù anezhañ a voe produet etre 1942 ha 1945. Servijout a reas en arme stadunanat betek Brezel Viêt Nam[1].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Thompson M1 war arouez ar C'hommando eus Breizh-Veur, etre divaskell hag un eor, da ziskouez e c'hellont dont eus ar mor hag eus an oabl.
  • An Thompson M1 a gaver war arouez an Nerzhioù Commando eus Breizh-Veur abaoe 1942
  • Lesanvet e voe an arm Tommy Gun e-pad an Eil Brezel-bed
  1. 1,0 ha1,1 (fr) LARRIBÈRE Christophe, Le pistolet-mitrailleur Thompson, e Science et Vie Guerres et Histoire niv. 67, miz Even 2022, p. 82-83
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.217
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan