Kalibr 16
Ar c'hartouchennoù kalibr 16 zo munisonoù-chase evit ar fuzuilhoù-chase flour o c'hanolioù. Gellet a reont bezañ karget gant drajez plom pe boledoù. Hirder an douilhez a c'hall bezañ 65 mm, 67 mm, 70 mm pe 76 mm. Karget e vezont peurliesañ gant ur pouez bannadelloù etre 26 ha 32 gram.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poblek-tre e oa ar c'halibr-mañ e Frañs eus deroù an XXvet kantved betek ar bloavezhioù 1950-1970, e-lec'h ma veze implijet evit chaseal lapoused pe jiboez bihan dreist-holl. Ar c'halibr 12 zo komañset da gemer e blas tamm-ha-tamm goude an Eil Brezel-bed. Loened brasoc'h evel ar yourc'hed pe ar moc'h-gouez a c'haller chaseal gant munisionoù kalibr 16 karget gant boledoù. Kalz a fuzuilhoù er c'halibr 16 a chom e dafar chaseourien e Frañs, ha kartouchennoù a gaver aes er vro-se, kambret e 16/67 dreist-holl.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP