Mont d’an endalc’had

FN Minimi

Eus Wikipedia
FN Minimi


Ur fuzuilh-vindrailher FN Minimi
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Doare Fuzuilh-vindrailher aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, piston hir e red
Munision 5,56 × 45 mm
Produerien FN Herstal
FNH USA
Thales Australia
Beretta
Bofors Carl Gustav
Pindad
Mare implij Abaoe 1974
Perzhioù teknikel
Mas hollek gant an trebez (hep kartouchenn) 7,1 kg
Hirder 1 040 mm
Hirder ar c'hanol 465 mm

Hed-tenn pleustrek Etre 300 ha 1 000 m
Lusk-tennañ 1 150 tenn/mn
Tizh ar boledoù V0 925 m/s
Endalc'h Bandennoù 100 pe 200 kartouchenn
Kargerioù fiñv STANAG 30 pe 60 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
Ur soudard stadunanat gant un M-249 SAW Para. Evit tri devezh stourm e vez roet 800 kartouchenn d'un automatic rifleman.

An FN Minimi (berradur gallek Mini-mitrailleuse, "mini mindrailherez") zo ur fuzuilh-vindrailher aotomatek hepken kambret e 5,56 × 45 mm ijinet gant Ernest Vervier ha produet er Fabrique Nationale e Herstal (Belgia). Krouet e oa bet e fin ar bloavezhioù 1970. He stumm stadunanat, an M249 SAW (Squad automatic weapon)[1], a vez produet en uzin FN Manufacturing LLC. e Columbia (South Carolina).

Ar Minimi a zo bet savet gant doareoù lies : an doare diazez evit bezañ harp-tan ur bagad pe ur gevrenn, an doare Para evit an harzlammerien hag un doare all evit ar c'harbedoù stourm, evel eil arm. Hiziv an deiz e vez implijet gant ouzhpenn 75 bro. Degemer a ra ar c'hargerioù savet war an norm STANAG[1].

An United States Marine Corps a glask cheñch lod eus e M249 gant an M27 IAR, dre ma 'z eo re bonner.

  1. 1 2 (fr) MC NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 268
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan