Harz-lamm
Neuz
Un harz-lamm (liester: harzoù-lamm) a zo ur seurt ardivink a dalvez da c'horrekaat diskenn tud pe traoù o kouezhañ eus an uhel. Dre vras e vez graet gant ur seurt bolz ront pe hirgarrez danvez (niloñs alies bremañ) skañv ha solut, ha kerden a vez lakaet un den pe traoù a-istribilh outi. Graet e vez gant harzoù-lamm evit meur a dra : tud, traoù a bep seurt (pakadennoù...), bombez, pe egorlistri.
En arme e kaver harzlammerien, hag e bed ar sportoù ivez : an harzlammerezh a vez graet anezhi, ha sportoù all ha dudi a bep seurt a zo deveret diouti : ar bolc'haskellañ, ar base jump, an harzhlammerezh pignat, ar speed riding, ar c'hite-surf hag ar snowkite.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Un harzlammer o touariñ gant un harz-lamm sport
-
Un nijerez-emgann gant un harz-lamm gorrekaat ouzh he lost evit gallout pradañ war roudennoù berr
-
Ar glozenn Apollo 15 a-istribilh ouzh tri harz-lamm a-benn diskenn war c'horre ar mor. Unan anezho a zo c'hwitet.